From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar skandiom ; Sc eo e arouez kimiek, 21 e niver atomek ha 44,956 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo ar skandiom.
| |||
---|---|---|---|
Kalkiom – Skandiom – Titaniom | |||
| |||
| |||
Niver atomek | 21 | ||
Rummad kimiek | Metal ardreuzat | ||
Strollad | 3 | ||
Trovezh | 4 | ||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d1 4s2 | ||
Niver oksidadur | + 3 | ||
Tredanleiegezh | 1,36 | ||
Skin atomek | 160,6 | ||
Tolz atomek | 44,955912 ± 0.000006 | ||
| |||
1 cm3 eo ec'honad an diñs skandiom
| |||
E 1879 e voe dizoloet dre zielfenniñ mein deuet eus Skandinavia, alese e anv[1].
Ur metal ardreuzat eo ar skandiom, a gaver war an Douar er gwiskadoù metaloù rouez hag uraniom kemmesket. Nebeut a vengleuzioù skandiom zo er bed : Sina, Kazakhstan, Rusia hag Ukraina eo ar broioù kenderc'her pennañ[2].
Dmitriy Mendeleyev en devoa rakwelet 1869 e vije un elfenn he zolz atomek etre 40 ha 48, a voe dizoloet e 1879 eta gant ar c'himiour svedat Lars Fredik Nilson hag e skipailh. War a hañval ne ouie ket Lars F. Nilson diwar-benn diougan D. Mendeleyev, a voe kelaouet gant ar c'himiour svedat all Per Teodor Cleve.
Ur metal blot neuz an arc'hant dezhañ eo ar skandiom. Da arvelen pe arroz e tro e liv pa vez lezet en aer. Gallout a ra kemmañ liv ha dileizhañ en darn vuiañ eus an trenkennoù. Aes eo da leskiñ. Hidrogen a ro pa vez mesket gant dour.
45Sc (44,956 u) hepken a gaver en natur.
Trizek izotop zo bet kavet, eus 38Sc betek 47Sc, ar re stabilañ o vezañ 46Sc (83,8 devezh e hanter-vuhez), 47Sc (3,35 devezh) ha 48Sc (43,7 eurvezh).
Kendeuzadoù skandiom-aluminiom a vez implijet er sevel kirri-nij hag egorlistri abalamour ma 'z int kalet ha skañv ; titaniom a vez arveret muioc'h evelato dre ma 'z eo marc'hatmatoc'h.
Lod bizhier baseball ha marc'hoù-houarn a zo graet gant kendeuzadoù Al-Sc enno. E lod pistolennoù ez eus ivez.
Kleuzeurioù (lampoù) a ro gouloù par da hini an Heol a reer dre veskañ skandiom gant elfennoù all.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.