From Wikipedia, the free encyclopedia
Sebastiano Ricci, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1659 e Belluna, en Veneto, ha marvet d'ar 15 a viz Mae 1734 e Venezia, zo ul livour barok italian eus dibenn ar XVIIvet kantved, desket e Venezia.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Venezia |
Anv e yezh-vamm an den | Sebastiano Ricci |
Anv ganedigezh | Sebastiano Ricci |
Anv-bihan | Sebastiano |
Anv-familh | Ricci |
Deiziad ganedigezh | 1 Eos 1659 |
Lec'h ganedigezh | Belluno |
Deiziad ar marv | 15 Mae 1734 |
Lec'h ar marv | Venezia |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Micher | livour |
Oberenn heverk | Abraham and three angels, Hagar and Ishmael Saved by the Angel, Venus Surrounded by Nymphs Observing a Dance of Cupids |
Luskad | Baroque painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Labourat a reas e meur a gêr en Italia, hag ivez e Londrez, en Izelvroioù hag e Pariz. E 1718 e voe degemeret en Akademiezh al liverezh e Pariz. Eñ an hini a gasas ar varokelezh da Vro-Saoz pan eas di da chom, entre 1712 ha 1716.
Mab e oa da Livio hag Andreana, ha badezet e voe e Bellune d'ar 1añ a viz Eost 1659. En 1671 e vije bet o teskiñ ar vicher e Venezia gant Federico Cervelli. Hervez Tomaso Temanza (1705 - 1789), e vije bet Sebastiano Mazzoni e vestr kentañ. Moarvat e oa bet gant Cervelli da gentañ, ha gant Mazzoni goude.
Labourat a rae Sebastiano Ricci er Rialto en 1678 en ur stal vihan, ha lardet en dije ur plac'h yaouank. Evit chom hep dimeziñ dezhi en dije klasket reiñ kontamm dezhi hep na vije marvet. Bac'het e voe ha divac'het a drugarez d'un den a renk uhel, eus an tiegezh Pisani moarvat. Neuze ec'h eas da gêr Bologna da chom. Eno e oa o chom e parrez Sant Vikael, er Mercato di Mezzo, pa voe urzhiet outañ, d'an 28 a viz Gwengolo 1682, un « Dibennañ Sant Yann Vadezour», evit chapel kenvreudeuriezh Sant Yann.
D'an 9 a viz Kerzu 1685 e reas kontrad gant kont San Secondo Parmense, e-tal Parma, da glinkañ chapel Gwerc'hez Serraglio, echuet gantañ dorn-ha-dorn gant Ferdinando Bibiena en miz Here 1687, gopret gant 4482 lur italian.
En 1686 e livas ur « Pietà » urzhiet gant an dug Ranuccio Farnese.
En 1711 eo marteze e kuitaas Roma.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.