E sagaoù ar Vikinged e kaver ar menegoù kentañ eus anv hen Scarborough: Skarthborg eo e Kormaksaga, Flateyjarbok, ha Skarthabork en Orkneyingasaga.
Eus ar ger borg, "kreñvlec'h", e teu borough (gwelit Edinburgh, "Kreñvlec'h Edin"); kement ha "Kreñvlec'h Skarthi" e talvez Scarborough.
Hervez Kormaksaga, daou vreur viking anvet Kormak ha Thorgils a yeas da breizhañ Iwerzhon, Bro-Saoz ha Kembre, hag ur c'hreñvelc'h anvet Skarthborg a savjont war aod reter Bro-Saoz. Lesanv Thorgils e oa Skarthi, "Boulc'heg", alese anv al lec'h.
E servij ar roue Harald Grafeld, a renas war Norvegia eus 960 betek 965, e oa an daou vreur; e kreiz en Xvet kantved e voe diazezet kêr Scarborough neuze.
Ne voe ket ar Vikinged ar boblad kentañ e Scarborough avat; hep mar e oa un drevadenn Angl-ha-Sakson eno pa erruas ar Vikinged, hag ul lec'h-evezhiañ roman a oa bet da vare an Impalaeriezh roman[1].
Ur bajenn disheñvelout eo homañ, da lavarout eo ur roll pennadoù hag a zo damheñvel o anv. Bremañ e c'hallit dibab ennañ ar pennad emaoc'h o klask. Mard oc'h bet degaset amañ dre ul liamm diabarzh en ur pennad e c'hallit kemmañ al liamm evit m'ho kaso war-eeun d'ar bajenn emaoc'h o klask.