Salvador Felip Jacint Dalí i Domènech, marquès de Dalí de Púbol (11 a viz Mae1904 e Figueres – 23 a viz Genver1989 e Figueres) a oa ul livour hag ur skrivagner katalan, unan eus an daou gannad pennañ eus ar surrealouriezh.
Tremenn 1 500 a daolennoù ha tresadennoù a reas e-pad e vuhez. Ur skrivagner e voe ivez, pa skrivas pennadoù evit kelaouennoù, ha levrioù.
Mab da Salvador Dalí i Cusi (1872-1950), un noter alvokad, ha da Felipa Domenech i Ferrés (1874-1921) e oa Salvador Dalí.
Unnek miz kent e c'hanedigezh e oa marvet e vreur henañ, anvet Salvador ivez, diwar ur barrad pilhonfo d'an oad a zaou vloaz. Un c'hoar en devoe e 1949, Anna María, a skrivas e 1983 ul levr diwar-benn he breur[1].
Strizh ha dichek e oa an tad, ar pezh a voe kempouezet gant ar vamm, a galonekaas he mab en e strivoù arzel.
1914: mont a reas Salvador Dalí da studiañ d'ur skol mariour aet da lik, an Institut Ramon Montaner e Figueres[2], ma kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouenn Studium ha ma heulias kentelioù arzoù klasel ar c'helenner Juan Núñez. E 1916, e Cadaqués, e tizoloas livadurioù arnevez e amzer, hag e 1919 e voe diskouezet e oberennoù e C'hoariva-kêr Figueras.[2]
1921: mervel a reas mamm Salvador Dalí diwar ar c'hrign-bev.
1922: mont a reas ar c'hrennard da Vadrid ma krogas e studioù er Real Academia de Bellas Artes de San Fernando. E Madrid e kejas ouzh al luskad Dada, ouzh ar varzhedFederico García Lorca ha Rafael Alberti Merello, ouzh ar barzh ha livour José Moreno Villa hag ouzh ar filmaozourLuis Buñuel.
Emboltredoù a reas d'ar mare, ha bac'het e voe e-pad un nebeud mizvezhioù en abeg ma oa bet lakaet da zispac'her katalan. Skarzhet e voe eus skol-arzoù San Fernando e-pad ur bloavezh.[2]
1924: hag eñ 20 vloaz ha dianav c'hoazh, e reas Dalí skeudennoù evit ul levr anvet Les bruixes de Llers ("Sorserezed Llers") bet skrivet gant e vignon ar barzh Carles Fages de Climent.
1925: diskouezet e voe oberennoù al livour yaouank e ti Dalmau, e Barcelona.[2].
1926: skarzhet e voe Salvador Dalí da vat eus Akademiezh an Arzoù-kaer, nebeut amzer kent an arnodennoù diwezhañ, peogwir en devoa disklêriet ne oa den en Akademiezh a oa barrek a-walc'h d'e arnodenniñ[3].
En hevelep bloavezh ez eas da weladenniñ Pariz, ma kejas ouzh Pablo Picasso en devoa klevet anv eus Salvador Dalí digant al livour Joan Miró; da heul ar gejadenn-se, e 1926 bepred, e livas an daolenn anvet Maouez gourvezet, e doare Pablo Picasso.[2][4] Meur a daolenn a voe livet gant Dalí e doare Picasso ha Miró kent kavout e zoare dezhañ, a voe anat adal ar bloavezh 1927.
1928: e Paris en em stalias Salvador Dalí. Eno e livas an daolenn anvet Beigneuse(sic)[5]. Dre Joan Miró e kejas ouzh ar Surrealourien, ar barzh gallPaul Éluard en o zouez.
1929: kenlabourat a reas al livour gant Luis Buñuel da sevel skrid ar film surrealour Un chien andalou ("Ur c'hi andalouzian").
E miz Eost 1929, pa 'z eas ar re Éluard da Gadaqués da weladenniñ Salvador Dalí, e c'hoarvezas taol-kurun ar garantez etre al livour katalan yaouank ha gwreg ar barzh gall, ar Rusianez Ielena Dmitrievna Delouvina Diakonova (1894-1982), anavezet dindan an anv Gala. Distreiñ da Baris a reas ar barzh, ha chom gant al livour a reas e wreg. Daoust d'an disparti e chomas liammoù start etre Gala ha Paul Éluard.
D'ar mare-se e tivizas al livour lezel e vourroù da greskiñ en ur stumm levezonet gant hini re al livour meur Diego Velázquez (1599-1660); hiziv an deiz ez eo trawalc'h gwelet stumm ar mourroù-se evit soñjal e Salvador Dalí.
Diskouezadegoù pouezus a voe aozet gant Gala, hag ez-ofisiel ez eas Dalí da ezel eus ar strollad surrealour, en devoa levezonet e labour e-pad an daou vloavezh kent. Broc'het e voe e dad hag e c'hoar outañ abalamour da gement-se, hag ivez en abeg d'e zarempred gant Gala, a oa dimezet c'hoazh.
1930: adarre e kenlabouras Salvador Dalí gant Luis Buñuel, evit sevel L'Âge d'or ("An Oadvezh aour"). Dalí ha Gala a feurmas tiig ur pesketaer e Port-Lligat, nepell diouzh Cadaqués e Katalonia. Dizale e voe prenet an dachenn ganto, ha brasaet an ti tamm-ha-tamm betek ober ur pezh mell kenkiz dioutañ.
E 1930 ivez e voe embannet levr kentañ al livour, La femme visible ("Ar vaouez hewelus"), e Paris.
1931: un eil levr a voe embannet, L'Amour et la mémoire ("Ar Garantez hag an eñvor").
1935: un trede levr, La Conquête de l'irrationnel ("Aloubiñ an anpoell"), a voe embannet e Paris ha New York.
1936: skarzhet e voe Salvador Dalí eus stollad ar Surrealourien gant André Breton, a damalle dezhañ bezañ a-du gant Adolf Hitler, ar pezh a voe nac'het gant al livour. Koulskoude e voe Dalí unan eus an nebeud arzourien gatalan a savas a-du gant Francisco Franco a-hed Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Beajiñ a-dreuz Europa a reas ar c'houblad, hag en Italiafaskour e chomjont e-pad ur pennad. Levezonet e voe Salvador Dalí gant an taolennoù a welas e mirdioù Roma ha Firenze. E London e teskas a-zivout e vignon Federico García Lorca, a voe muntret gant dalc'hidi Francisco Franco e miz Eost.
1937: ur pevare levr, La Métamorphose de Narcisse ("Treuzfurmadur Narkissos"), embannet e Paris ha New York.
1940: pa weljont ar brezel o sevel en Europa ez eas Salvador Dalí hag e wreg d'ar Stadoù-Unanet. Eno e krogas al livour da skrivañ e vuhezskrid.
1941: diskouezadeg veur e Museum of Modern Art New York, a voe lakaet da veajiñ er Stadoù-Unanet betek 1943.[2]
1942: dimeziñ gant Gala a reas Salvador Dalí. Adskoulmet e voe liammoù gant e dad hag e c'hoar. Embannet e voe ar buhezskrid, The Secret Life of Salvador Dalí ("Buhez kuzh Salvador Dalí") e New York.
1944: embannet e voe romant nemetañ al livour, Hidden Faces ("Dremmoù kuzh"), e New York.
1948: embannet e voe Cinquante secrets d'art magique ("Hanter-kant kevrin ag arz hud") e New York. Kuitaat ar Stadoù-Unanet a reas Dalí hag e wreg, ha distreiñ da Bort-Lligat.
1952: ur vizaouenn a voe graet gant Dalí evit Gala, Nature morte eucharistique ("Taolenn divuhez eukaristek").
1956: embannet e voe Les cocus du vieil art moderne ("Doganed an arz arnevez kozh") e Paris hag e New York.
1958: eured kristen gant Gala. Medalenn aour Kêr Baris ha medalenn ar Berzhded C'hall a voe deroet d'al livour katalan.
1964: diskouezadeg veur e Tōkyō. Embannet e voe Journal d'un génie ("Deizlevr un dreistijineg") e Paris.
1980: klañv e voe Salvador Dalí, ha taget gant kleñved Parkinson. Ret e voe dezhañ paouez da livañ.
1982: deroet e voe dezhañ al lesanv Marquès de Dalí de Púbol gant roue Spagn, Juan Carlos Iañ. Daoust d'e gleñved e reas Salvador Dalí un dresadenn evit ar roue, a anvas Corazón Europa ("Kalon Europa").
D'an 10 a viz Even 1982 e varvas Gala d'an oad a 88 vloaz. Kuitaas Figueras a reas Dalí ha mont da gastell Púbol da chom.
1984: tan a begas er c'hastell, ha distreiñ da Figueras a reas al livour kozh.
1988: goude un taol-kalon bet c'hoarvezet e miz Du e voe kaset da ospital Figueras, ma voe gweladennet gant roue Spagn d'ar 5 a viz Kerzu.
1989: d'an 23 a viz Genver e varvas Salvador Dalí d'an oad a 85 bloaz, goude un taol-kalon all; beziet e voe e kev-iliz e c'hoariva-mirdi e Figueres.
La femme visible ("Ar vaouez hewelus"), Éditions Surréalistes, Paris, 1930
L'amour et la mémoire ("Ar garantez hag an eñvor"), Éditions Surréalistes, 1930
Rêverie ("Reze"), e Le Surréalisme au service de la Révolution, niverenn 4, 1931
Babaouo, Caliers libres, Paris, 1932
Objets psycho(atmosphériques anamorphiques ("Traezoù bredargelc'hel amwezel"), e Le Surréalisme au service de la Révolution, niverenn 5, 1933
Le mythe tragique de l'Angélus de Millet, e Minotaure, niverenn 1, 1933 hag e ti Jean-Jacques Pauvert, Paris, 1964
De la beauté terrifiante et comestible de l'architecture Modern Style ("A-zivout kened spontus ha debradus an adeiladouriezh Modern Style"), e Minotaure, niverenn 3-4, 1933
Les nouvelles couleurs du sex-appeal spectral ("Livioù nevez ar sex-appeal tasmantel"), e Minotaure, niverenn 5, 1934
La Conquête de l'irrationnel ("Aloubiñ an anpoell"), Éditions Surréalistes ha Julien Levy, New York, 1935
Apparitions aérodynamiques des "êtres-objets" ("Emziskouezioù aerwezhel ar 'boudoù-traezoù'"), e Minotaure, niverenn 6, 1935
Honneur à l'Objet ("Enor d'an Traez"), Cahiers d'Art, levrenn 11, niverenn 1-2, 1936
Le Surréalisme spectral et l'éternel féminin préraphaéliste ("Ar Surrealouriezh tasmantel hag ar benelder peurbadus rakraffaellour"), e Minotaure, niverenn 8, 1936
La Métamorphose de Narcisse ("Treuzfurmadur Narkissos"), Éditions Surréalistes ha Julien Levy, New York, 1937
The Secret Life of Salvador Dalí ("Buhez kuzh Salvador Dalí"), The Dial Press, New York, 1942
Hidden Faces ("Dremmoù kuzh"), The Dial Press, 1944
Fifty Secrets of Magic Craftmanship ("Hanter-kant kevrin ag arz hud"), The Dial Press, 1948
Manifeste mystique ("Manifesto kevrinek"), Robert J. Godet, Paris, 1951
Dalí moustache ("Dalí mourroù") [kenskrivet gant Philippe Halsman], Simon & Schuster, New York, 1954
Les cocus du vieil art moderne ("Doganed an arz arnevez kozh"), Fasquelle, Paris ha The Dial Press, 1956
Journal d'un génie ("Deizlevr un dreistijineg"), La Table Ronde, Paris, 1964
Les passions selon Dalí ("An angerzhoù hervez Dalí") [kenskrivet gant Louis Pauwels], Paris ha Zûrich, 1968
Ma révolution culturelle ("Ma dispac'h sevenadurel") brudfollenn, Paris, 1968
Oui ("Ya") [dastumadenn skridoù gant Dalí], Denoël, 1971.
BRETON André & Éluard Paul, Second manifeste du Surréalisme, Kra, Paris, 1930