Kalz a yezhoù a gomzer en India. Kemmañ a ra ar roll anezho hervez an dud. Kontañ a reer da nebeutañ 30 yezh disheñvel ha war-dro 2000 rannyezh. Bonreizh India a anavez implij an hindeg (hindi) hag ar saozneg evel an div yezh kehentiñ evit ar gournamant broadel. Ouzhpenn ez eus enni ur roll 22 yezh all. Degemeret eo ar yezhoù-se gant ar Bodad Yezh Ofisiel (Official Language Commission of India) hag e c’hall un danvez kargiad evit ar gouarnamant broadel dibab tremen e arnodenn en unan eus ar yezhoù-se.
Abaoe 1965, n'eo ket mui ar saozneg ur yezh ofisiel par d'an hindi. Deuet eo da vezañ un adyezh ofisiel ouzhpenn betek ma c’hallo ur bodad savet a-ratozh evit se divizout an tremen hollek d'an hindi. Daoust da se, abalamour da Stadoù zo evel Tamil Nadu el lec’h m'eo nebeut anavezet an hindi, e kendalc’her d'ober gant patrom an div yezh gevell. Gras da ziorroidigezh prim ar greanterezh ha pouez an armerzh etrebroadel e kendalc’h ar saozneg da gaout brud vat e-touez an dud, da gaout levezon evel yezh kehentiñ er gouarnamant ha da vezañ implijet en darempredoù armerzhel pemdeziek. Ampellet da vat eo bet an divizoù evit e erlec’hiañ bremañ.
- Hindeg
- Saozneg (Adyezh ofisiel)
- Asameg (yezh ofisiel en Assam)
- Banglaeg (bengali) (yezh ofisiel e Tripura ha Bengal ar C'hornôg)
- Bodoeg (bodo) (yezh ofisiel en Assam)
- Dogreg (dogri) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
- Goudjarateg (gujarati) (yezh ofisiel e Dadra ha Nagar Haveli, Daman ha Diu, ha Gujarat)
- Hindeg (hindi) (yezh ofisiel en Inizi Andaman ha Nikobar, Bihar, Chandigarh, Chhattisgarh, Delhi, Haryana, Himachal Pradesh, Jharkhand, Madhya Pradesh, Rajasthan, Uttar Pradesh ha Uttaranchal)
- Kannadeg (kannada) (yezh ofisiel e Karnataka)
- Kachmireg (kashmiri) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
- Konkaneg (konkani) (yezh ofisiel e Goa)
- Maitileg (maithili) (yezh ofisiel e Bihar)
- Malayalameg (yezh ofisiel e Kerala ha Lakshadweep)
- Manipoureg (meithei) (yezh ofisiel e Manipur)
- Marateg (marathi) (yezh ofisiel e Maharashtra)
- Nepaleg (nepali pe khaskura) (yezh ofisiel e Sikkim)
- Oriyeg (oriya) (yezh ofisiel e Orissa)
- Ourdoueg (urdu) (yezh ofisiel e Jammu ha Kachmir)
- Pandjabeg (punjabi pe punjabi) (yezh ofisiel er Panjab)
- Sañskriteg
- Santaleg (santali)
- Sindeg (sindhi)
- Tamileg (tamoul)(yezh ofisiel an Tamil Nadu ha Pondicherry)
- Telougoueg (telugu) (yezh ofisiel en Andhra Pradesh)
- Awadeg (awadhi) (alies sellet outañ evel un adstumm eus an Hindi)
- Bileg (bhili) (meuriadoù Bhil)
- Bodjpoureg (bhojpuri) (yezh eus ar Bihar, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Boundeleg (bunde) (alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Tchatisgarheg (chhattisgarhi) (yezh Chhattisgarh, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Gondeg (gondi) (meuriadoù Gond)
- Haryanveg (haryanvi) (yezh e Haryana, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Hindoustaneg (hindustani) Ur meskaj etre an (Hindi hag an Ourdu. Komzet e vez kalz en hanternoz India.)
- Kanaodjeg (kanauji) (yezh eus Uttar Pradesh, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Kodaveg (kodava thakk) komzet e distrig Kodagu Karnataka
- Koutcheg (kutchi) (yezh e Kutch, un takad er Gujarat)
- Magadeg (magadhi) (yezh e su ar Bihar, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Marwareg (marwari) (yezh eus ar Rajasthan, alies sellet outañ evel ouzh un adstumm eus an Hindi)
- Touloueg (tulu) (komzet gant pobl an Dulued e Karnataka ha Kerala)
- Roll yezhoù India dre an niver a yezherien
- Yezhoù India