From Wikipedia, the free encyclopedia
Panjab (ਪੰਜਾਬ e pandjabeg, पंजाब e hindieg, پنجاب en ourdoueg) zo unan eus stadoù India, er gwalarn. Un tamm eus rannvro gozh Panjab eo, zo rannet bremañ etre Pakistan hag India.
Panjab eo kreñvlec’h ar Siked : eno emañ Amritsar, o c’hêr sakr, tost da harzoù Pakistan. Muzulmiz hag Hindoued zo ivez o vevañ e Panjab India. En em astenn a ra ar stad indian war-hed 50.362 km² ha tremen 24.289.296 a annezidi zo enni (e 2000). Chandigarh eo ar gêr-benn ; dre m’eo ivez kêr-benn stad Haryana, e vez melestret ar gêr-se en he fart hec’h-unan avat. Ludhiana eo ar gêr bobletañ.
Panjab ar Reter a voe krouet e 1947, pa voe rannet Pakistan diouzh India. E 1966 e voe rannet ar stad-se e teir stad nevez : an hini zo anvet Panjab bremañ, Himachal Pradesh ha Haryana.
Ar pandjabeg, skrivet gant ar skritur gurmukhi, eo yezh ofisiel ar stad. Komzet e vez gant tremen 90% eus an annezidi. An hindieg hag an ourdoueg eo an div yezh all a gomzer ar muiañ.
Stadoù ha tiriadoù India | |
---|---|
Stadoù | Andhra Pradesh • Arunachal Pradesh • Asam • Bihar • Chhattisgarh • Goa • Gujarat • Haryana • Himachal Pradesh • Jharkhand • Karnataka • Kerala • Kornôg Bengal • Madhya Pradesh • Maharashtra • Manipur • Meghalaya • Mizoram • Nagaland • Orisa • Panjab • Rajasthan • Sikkim • Tamil Nadu • Telangana • Tripura • Uttarakhand • Uttar Pradesh |
Tiriadoù an Unaniezh | Inizi Andaman ha Nikobar • Chandigarh • Dadra ha Nagar Haveli ha Daman ha Diu • Delhi • Jammu ha Kachmir • Ladakh • Lakshadweep • Puducherry |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.