Rivka
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rebecca, pe Rivka (en hebreeg רבקה Rivqah), a oa merc'h da Betouel an Aramiad, eus Padan-Avran anezhañ, ha c'hoar da Lavan, hervez Levr ar C'heneliezh, kentañ levr ar Bibl hag an Tanac'h.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Lec'h douaridigezh ...
Serriñ
Dimeziñ a eure da Izaag, pe Is'hak hervez an hebreeg, ha daou vab o doe, Esav ha Yaakov.
Er rann 24 eus Levr ar C'heneliezh e lenner danevell eured Is'hak gant Rivka[1].
Itrikañ a reas Rebecca (Gn 27) evit ma voe benniget Yaakov gant e dad e-lec'h Esav ar breur koshañ.