Jeneral iranian From Wikipedia, the free encyclopedia
Qasem Soleimani (perseg: قاسم سلیمانی), ganet d'an 11 a viz Meurzh 1957 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Genver 2020, skrivet e anv ivez evel Qassem Suleimani pe Qassim Soleimani, a oa ur major jeneral iranat eus Korfad gwarded ar Reveulzi islamek hag, adalek 1998 betek e varv, penn uhelañ an Nerzhioù Al-Qods, skourr nerzhioù stourm en estrenvro ha kuzh Republik islamek Iran. Lazhet eo bet d'an 3 a viz Genver 2020, bombezet gant un dron brezel stadunanat[1]. Trouz bras zo savet gant Iran met ivez gant broioù all goude al lazhadenn. Erlec'hiet eo bet gant Esmail Ghaani e penn Nerzhioù Al-Qods.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Pahlavi Iran, Iran |
Lealded | Iran |
Anv e yezh-vamm an den | قاسم سلیمانی |
Anv-bihan | Qasim |
Anv-familh | Soleimani |
Deiziad ganedigezh | 11 Meu 1957 |
Lec'h ganedigezh | Qanat-e Malek |
Deiziad ar marv | 3 Gen 2020 |
Lec'h ar marv | Baghdad Airport Road |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | drone attack |
Date of burial or cremation | 7 Gen 2020 |
Lec'h douaridigezh | Kerman Martyrs Cemetery |
Bugel | Zeinab Soleimani, Narjes Soleimani |
Kar | Ridha Safieddine, Haschem Safi al-Din |
Yezh vamm | perseg |
Yezhoù komzet pe skrivet | perseg, arabeg |
Micher | penn brezel, ofiser |
Karg | Commander of Quds Force, commanding officer |
Honorific prefix | Hajji |
Deroù ar prantad labour | 1979 |
Dibenn ar prantad labour | 2020 |
Relijion | Islam |
Grad milourel | letanant jeneral |
Commander of (DEPRECATED) | 41st Tharallah Division, Nerzhioù Al-Qods |
Skour lu | Islamic Revolutionary Guard Corps |
Unvez milourel | Nerzhioù Al-Qods |
Daveennoù douaroniel | |
Darvoud-alc'hwez | assassination of Qasem Soleimani |
Prizioù resevet | Order of Fath, Order of Zolfaghar, Hero of the Republic |
Soleimani en deus kroget da vezañ soudard e-kerzh ar Brezel Iran-Irak er bloavezhioù 1980, betek tizhout penn an 41vet divizion. Goude-se e kemere perzh en oberiadurioù en estrenvro. Un nebeud eurvezhioù goude ma vefe bet beziet Qasem Soleimani d'ar 7 a viz Genver 2020 e voe bannet misiloù gant Iran war bazennoù gant soudarded stadunanat en Irak.
Keñveriet eo bet ouzh Erwin Rommel, hag un implij bras a oa bet graet eus Qasem Soleimani e propaganda Republik Iran.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.