Preizhadeg Roma (-390)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dizalbad Roma, pe Preizhadeg Roma, e 390 kent J.-K. hervez kronologiezh Varro, pe 387 kent J.-K. hervez kronologiezh Polibios, a c'hoarvezas goude trec'h ar Senoned, ur boblad c'halian renet gant Brennos, war an arme roman en Emgann an Allia. A-drugarez d'an trec'h-se e oa digor-bras an hent dezho da gemer ar geoded ha da c'houlenn digant ar Romaned faezhet paeañ un daspren pounner.
D'ar Romaned e oa unan eus an darvoudoù mantrusañ c'hoarvezet en o Istor. Bloazdanevellourien hag istorourien eus an Henamzer, evel Polibios, Titus Livius, Diodoros Sikilia pe Ploutarc'hos, hag a skrive tost da bevar c'hantved diwezhatoc'h, a ro testeni eus ar santimant-se.
Skrivet eo bet danevelloù Emgann an Allia ha re dizalbad Roma kantvedoù goude an darvoudoù, ha disfiz zo da gaout diwar-benn o fealded d'ar pezh zo degouezhet e gwirionez. Diskouezet o deus an istorourien e tenne darn eus an danevell-se d'ar vitologiezh roman, hag e oa amprestet un darn all da Istor Henc'hres[1]. Ar mare ma oa skrivet an danevelloù, kalz diwezhatoc'h, a c'hall displegañ ar c'hemmoù zo etre danevell Titus Livius ha Diodoros Sikilia.