From Wikipedia, the free encyclopedia
Diodoros Sikilia (Διόδωρος, Diódôros e henc'hresianeg, pe Διόδωρος Σικελιώτης) pe Diodorus Siculus hervez al latin, a oa un istorour hag un danevellour hellazat (pe gresian) eus ar Iañ kantved kent J.K., ganet war-dro -90 en Agyrium e Sikilia, ha marvet war-dro -30[1]. Skrivet en deus ul levr anvet Biblioteka historica, pe Levraoueg istorel
Bevañ a rae Diodoros en amzer Julius Caesar hag Augustus. Goude beajoù en Europa, en Azia, hag en Henegipt ez eas da chom da Roma.
Savet en deus un oberenn a dalvoudegezh. Emañ e-touez ar re o deus degaset ar muiañ a ditouroù diwar-benn Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Labourat a reas e-pad 30 vloaz da sevel e Levraoueg istorel, a zanevell ouzhpenn mil bloaz istor, adalek amzer an henvojennoù betek mare Julius Caesar.
En henc'hresianeg eo bet skrivet e oberenn, 40 levrenn a oa anezhi, met ne chom ken 15 hiziv an deiz. Ar c'hentañ eo o klask sevel un istor eus ar bed anavezet.
A-wezhioù e vez lakaet war e gont roll Seizh Marzh ar Bed abalamour d'an deskrivadur pizh a ra eus liorzhoù a-istribilh Babilon en eil levrenn e oberenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.