Praksithea (Πραξιθέα) a zo anv pemp maouez e mojennoù Hellaz kozh.

Okeanidenn

Praksithea a oa un Okeanidenn, merc'h da Okeanos ha Tethys. Hervez Apollodoros e timezas da Eric'hthonios Aten hag ur mab o doe, Pandion I.

Naiadenn

Praksithea a oa merc'h da Frasimos ha Diogeneia, merc'h d'an doue-stêr Kefissos. Dimeziñ a eure da Erec'htheüs ha genel ur ribitailh bugale: Kekrops, Pandoros, Metion, Thespios, Eupalamos, Sikyon, Orneüs, Prokris, Kreousa, Merope, C'hthonia, hag Oreithyia[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7]. Leuskel a reas aberzhiñ ur verc'h evit bout sur eus trec'h kêr Aten war gêr Eleusis.

Matezh Metanira

Merc'h Leos

Praksithea (pe Frasithea) a oa merc'h da Leos. Gant he c'hoarezed, Theope hag Eubule, en em aberzhas da saveteiñ kêr Aten.
Hervez un doare all d'ar vojenn eo o zad a ginnigas aberzhiñ anezho[8].

Merc'h Thespios

Praksithea a oa unan eus hanter-kant merc'h Thespios ha Megamede. Gant an haroz Herakles he doe ur mab, Nephos[9].

Notennoù

Mammennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.