Pontrev ([põn'trẽˑ][2], [põn'trɛw], [põ'trẽf]) zo ur gumun e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, war ribloù an Trev, un 20 km bennak eus an aod, a zeu al lanv betek enni. Penn kanton e oa betek 2015.

Muioc'h a ditouroù Anv gallek (ofisiel), Bro istorel ...
Pontrev
Ar rinier e Pontrev, ha bagoù bale, gwelet eus al lez dehoù. E kumun Pleuzal emañ al lez all.
Ar rinier e Pontrev, ha bagoù bale, gwelet eus al lez dehoù. E kumun Pleuzal emañ al lez all.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pontrieux
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Pontrev (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22250
Kod post 22260
Maer
Amzer gefridi
Samuel Le Gaouyat
2014-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 000 ann. (2020)[1]
Stankter 980 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 57″ Norzh
 09′ 29″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 9 m
bihanañ 7 m — brasañ 77 m
Gorread 1,02 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pontrev
Serriñ

Anv

Savet eo an anv diwar ar ger pont hag anv ar stêr Trev.

Douaroniezh

Pontrev zo bet savet en daou du d'ar stêr Trev (Treñv).

Kumunioù amezek
PleuzalThumbKemper-Gwezhenneg
Ploueg-PontrevSant-Kleve

Ur porzh bihan zo war lez an aber, ma vez diskarget traezh-mor ha kregin d'ober temz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez gwelet bagoù o c'hoañviñ war an Trev.

Kanton

Kanton Pontrev zo bet enteuzet e kanton Bear e 2015.

Dezougen

  • War al linenn hent-houarn Pempoull Gwengamp emañ Pontrev, gant daou arsav er gumun, en arsavlec'h kreiz-kêr, anvet halte de Pontrieux, deuet da vout Pontrieux halte, gant an dreveziñ saozneg hag en ti-gar, e porzh Pontrev.

Ardamezioù

En gul e groaz koñchek en aour.

Istor

Henamzer

Kêr Bontrev zo bet savet war douaroù parrezioù Kemper-Gwezhenneg ha Sant-Kleve (Itron Varia ar Feunteunioù), en tu reter d'an Trev, ha parrez Pleuzal (Sant-Erwan), en tu kornôg d'an Trev.

XVIIIvet kantved

  • 19 Eost 1773 : dour-beuz hag a gas un neubeut tiez hag ar pont
  • 3 Ebrel 1777 : tan-gwall hag a gas ul lodenn vras eus ar straed Galleries
  • 25 Genver 1778 : dour-beuz
  • 20 Gouere 1778 : dour-beuz
Dispac'h gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ
  • Mervel a reas 62 waz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,46 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
  • Kemeret e voe 20 000 Lur en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ an 3 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas 28 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Aljeria
  • Mervel a reas tri soudard.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Itron Varia ar Feunteunioù.
  • Feunteun.
  • An ti Eiffel, un ti kozh dirak an iliz.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr ar Frankiz, luc’hskeudenn ha kartennoù-post [5].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Relijion gatolik

E pardon ar Feunteunioù, e miz Gouhere, e vez lidet Itron Varia ar Feunteunioù. Heñvel eo ton kantik Itron Varia ar Feunteunioù ouzh hini Itron Varia ar Gozh Iliz, e Planiel.

Tud brudet

Tud bet ganet eno

Brezhoneg

Rimadell
Me 'm eus ur mignon e Pontrev
Daou 're, daou 're
Ma zad a oa rouzmouzer
Ma mamm a oa rouzmouzerez
Ha me a zo rouzmouzer.
Domini Patris,
Sant Malo, Lomikêl ha Lokemo
Me 'm eus kerent e Pontrev,
N'onn ket pe int marv pe int bev.
Krennlavaroù
  • Ebeul Pontrev a vez lavaret eus ur c'houer teuc'h a sperad ha gros[7]
  • Merc'hed Pontrev / Daou benn moal hag unan dev.[8]
Kantik
  • Kantik Itron Varia ar Feunteunioù.

Levrlennadur

  • (fr)J.B. Ogée : Dictionnaire de Bretagne; 1780.
  • (fr)A. Marteville & P. Varin : warlec'hien ha reizherien Ogée; 1843.
  • (fr)Yves Thomas : Pontrieux, petite cité du Trégor-Goëlo. Embannadurioù la Plomée. Gwengamp. 2002 (16x24. 611 p.)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.