Ar Pesked (Pisces, berraet e Psc) zo ur steredeg eus ar zodiak. Liester ar ger pesk eo e anv latin, hag eo e arouez. Emañ etre ar Skuilher-dour er c'hornôg hag ar Tourz er reter. Kroaziañ a ra an ekliptik ar keheder an neñv e-barzh ar steredeg-se hag er Werc'hez.

Thumb
Steredeg ar Pesked evel ma c'hall bezañ gwelet gant al lagad.

Perzhioù heverk

Da gedez an nevezamzer a vez lec'hiet er Pesked da gustum, pell e su ω Psc, hag, abalamour d'ar presesiad, e tilec'h goustadik dindan pesk ar c'hornôg trema Skuilher-dour.

Emañ Steredenn Van Maanen, dezhi 12,36 meurez, er steredeg-mañ.

Er Pesked ez eus ur c'halaksienn hag a gaver e-barzh katalog Charles Messier. Anvet eo bet ar c'halaksienn-se Messier 74.

Mitologiezh

Thumb
Ar Pesked en Urania's Mirror, un dastumad kartoù diwar-benn ar steredegoù embannet e Londrez war-dro 1825.

Taolennet e vez ar steredeg-se dindan stumm daou besk, ereet gant ur gordenn hir er memes lec'h war-bouez o lost. Koulskoude an ereoù a c'hall bezañ gwelet evel korf tud neudennheñvel (Ar "pesked" a vefe o fenn neuze). E danevelloù eus mitologiezh koshañ Henc'hres ez int gwelet evel daou zen ereet en ul lec'h, ha ne veze sellet nemet ouzh Piscis Austrinus evel ur pesk.

Hervez ur vojenn eus Henc'hres, ar Pesked a daolenn ar pesked a zeuas Afrodite hag he mab Eros da vezañ abalamour da dec'hout rak an doue Tifon. Ereet int gant ur gordenn war-bouez o lost, kuit ma tiankfe unan anezhe[1]. Lod a lavare ivez e oant bet lakaet en neñv en enor eus an taol harozek o doa kaset da benn o skoazell Afrodite hag Eros diouzh Tifon er ster Eufratez.

Traoù oabl

Emañ andoret ar c'halaksienn M74 hag ar c'houblad galaksioù en etregwered NGC 520.

Levrlennadur

  • Ian Ridpath ha Wil Tirion (2007). Stars and Planets Guide, Collins, London. ISBN 978-0027251209. Princeton University Press, Princeton. ISBN 978-0-691-13556-4.
  • Richard Hinckley Allen, Star Names, Their Lore and Legenc, New York, Dover, deiziadoù disheñvel.
  • Thomas Wm. Hamilton, Useful Star Names, Holbrook, NY, Viewlex: 1968.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.