Persia (ἡ Περσίς hê Persis’ e gregach) eo an anv deuet diwar yezh tud Hellaz kozh, en Henamzer eta, hag a veze graet ganto eus an douaroù gouarnet gant rouaned ac'hamenid[1].
Gant ar rouaned Darius Iañ ha Kserkses Iañ e voe kresket ar vro betek dont da vezañ ar vro vrasañ anavezet biskoazh en amzer-se.
Xvet kantved kent JK: poblet eo ar gompezenn iranat gant an Arianed en hanternoz hag er Fars, gant ar Veded er c'hornôg.
war-dro -750: savet eo rouantelezh ar Veded gant Déjocès, hag Ecbatane eo ar gêrbenn anezhi.
-612: kemeret Ninive gant ar Veded, ma kouezh an impalaeriezh asirian .
-552: Deuet eo Pers da vout ur rouantelezh dizalc'h dindan ar roue Cyrus II.
-550: Cyrus II a zistruj Impalaeriezh ar Veded hag a sav an impalaeriezh pers: en em astenn a raio-hi eus Mor Egea betek an Indez, eus Egipt da Afganistan. Ganedigezh Darius Iañ , roue Pers, † 486 kent JK.
-522: Goude marv Cambyse, e kemeras Gaumata ar galloud oc'h ober an neuz da vezañ ar roue chomet bev; lazhet e voe gant jeneraled kaset gant Darius a zeuas da vout roue evel Darius Iañ, roue Pers betek 486 kent JK.
-518: Emeur o sevel Hent ar roue a-hed 2 683km a-dreuz an impalaeriezh pers.
-490: faezhet eo bet Persed ar roue Darius gant ar C'hresianed unanet en emgann Marathon; honnezh eo heverkañ abadenn ar c'hentañ brezel medek.
-486: marvet eo Darius Iañ, roue Pers. Ar roue Kserkses Iañ a reno betek - 465.
-482: Evit mougañ un emsavadeg enep ar galloud pers e Babilon e voe lakaet distruj temploù kêr gant Kserkses.