From Wikipedia, the free encyclopedia
Patrick Malrieu, ganet d'an 31 a viz Meurzh 1945 en Amboise (Indre-et-Loire) en ur familh stourmerien vreizhat divroet ha marvet e Landevenneg d'an 9 a viz Genver 2019, eo krouer ha kentañ prezidant Dastum.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Patrick Vincent Roger Marie Malrieu |
Anv-bihan | Patrick |
Anv-familh | Malrieu |
Deiziad ganedigezh | 31 Meu 1945 |
Lec'h ganedigezh | Saint-Denis-Hors |
Deiziad ar marv | 9 Gen 2019 |
Lec'h ar marv | Landevenneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | music historian, mouller |
Karg | chairperson, chairperson |
Bet war ar studi e | École Estienne, Skol-veur Breizh-Uhel |
Rener tezenn | Pietro Denis |
Diazezer | Dastum |
Prizioù resevet | Urzh an Erminig |
Goude e vachelourizh e Pariz ez eas da studiañ an arzoù pleustrek en École Estienne.
Goude e amzer soudard e labouras e ti-moullañ Brodard et Taupin e La Flèche (Sarthe). Bez' e voe e-pad dek vloaz rener teknikel Ti-Moullañ Kastellaodren e Kastellaodren.
Goude ur bloavezh e ti Oberthur e Roazhon e voe degemeret e bodad Ouest-France e 1983. E karg eus moullañ ar c'helaouennoù sizhuniek e oa (embregerezh Publihebdos).
Eus 1999 da 2004 e voe rener ti-moullañ "Impram" e Lannuon ha, war memes tro, hini ar gelaouenn sizhuniek Le Trégor.
Ezel eo bet eus meur a gelc'h keltiek e Pariz pa oa bugel. Kregiñ a reas abred da zeskiñ seniñ gant ar binioù bras. Da 18 vloaz e kemeras perzh e krouidigezh Bagad Pariz.
Daremprediñ a reas Kêr Vreizh. Eno en deus desket brezhoneg. Pitilh gant sonerezh hengounel Breizh eo deuet da vezañ.
Adalek 1967 e krogas da zastum kanennoù hengounel e brezhoneg.
E 1972 e krouas ar gevredigezh Dastum evit gwellaat an doareoù da zastum ha da virout ar glad dre gomz (ouzhpenn 70 000 kanenn bet dastumet). Ar c'hentañ prezidant e voe. Goude e voe ledanaet tachenn ar gevredigezh war-du ar c'hontadennoù e brezhoneg hag ar glad dre gomz e gallaoueg. Prezidant eo bet betek 1996.
Navet e voe war listenn Peuple Breton, Peuple d'Europe en Il-ha-Gwilen e 1992 da geñver an dilennadegoù evit ar C'huzul Rannvro).
Degemeret e voe da zoktor e Skol-veur Roazhon 2 e 1998 gant un dezenn c'hallek a-zivout kanaouennoù-pobl Breizh.
Etre 2003 ha 2009 e voe prezidant ar gevredigezh Kuzul Sevenadurel Breizh.
Dilennet e oa bet da brezidant Skol-Uhel ar Vro e miz Ebrel 2011 war-lerc'h Bernard Delhaye. E-kerzh bodadeg veur ar 1añ a viz Here 2011 e kinnigas d'ar gevredigezh kendelc'her daoust da zigresk skoazell arc'hant ar C'huzul Rannvro a gase da zic'hoprañ an holl implijidi[1].
Kemeret en deus kalz perzh e Kevredigezh Mignoned Bernard de Parades.
Resevet en doa Kolier an Erminig e 1999. Kañseller Urzh an Erminig eo bet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.