From Wikipedia, the free encyclopedia
Paolo Giovio, pe Paulo Jovio, a oa ganet war lez lenn Como, e Lombardia, en Italia d'an 19 a viz Ebrel 1483, ha marvet e Firenze d'an 11 a viz Gwengolo 1552, a oa ur medisin, istorour, hag eskob italian. Gallekaet e vez e anv gant ar C'halloued, a ra Paul Jove anezhañ.
Eus e yaouankiz n'ouzer ket kalz a dra. E Como e oa ganet. Krediñ a reer e oa e dud eus an Isola Comacina, an enezenn e lenn Como. Noter e oa e dad, marvet war-dro 1500. E vreur Francesco Giovio, lenneg hag istorour, a reas war-dro e zeskadurezh. Troet e oa gant al lennegezh met kaset e voe da skol-veur Padua da studiañ medisinerezh, ha diplomet e voe e 1511.
Labourat a reas evel medisin e Como met pa deuas ar vosenn da Gomo ez eas da Roma da chom e 1513. Gant ar pab Leon X, ur Medici eus Firenze anezhañ, e voe roet dezhañ ar gador a gelenner Moral Philosophy ha goude hini Natural Philosophy eskol-veur Roma. Anvet e voe da varc'heg ivez gant ar pab[1]. En amzer-se eo e krogas da skrivañ arnodskridoù istor, hag unan diwar-benn ar pab Leon X pa varvas.
E 1517 e voe anvet da vedisin personel gant ar c'hardinal Giulio di Giuliano de' Medici a vo anvet da bab goude evel Klemañs VII. Pa voe lakaet Roma en arigrap e 1527 e sikouras ar pab. E 1528 e voe anvet eskob Nocera de' Pagani. Skrivañ a reas un danevell eus kannadiezh Dmitry Gerasimov d'ar pab, ma kaver munudoù diwar-benn douaroniezh Moskovia. Beajiñ a reas neuze dre Europa evel diplomat ha resev a reas taolennoù digant rouaned ha tud uhel.
E 1536 e lakaas Giovio sevel ur palez war lez lenn Como, kinklet gant murlivadurioù Giorgio Vasari, ha gantañ e voe anvet Museo rak eno e tastume e boltredoù tud brudet. Pa varvas ar pab Klemañs VII ez eas war e leve.
E 1549 e voe nac'het outañ gant ar pab Paol III e envel da eskob Como. Mont a reas neuze da Firenze da chom hag eno eo e varvas e 1552.
Klask a rae kaoutlivadurioù ha kavout delwennoù kozh. Unan eus ar re gentañ e oa o kaout pezhioù eus ar Bed Nevez.
Skrivet en deus e latin dreist-holl, diwar-benn loened (pesked), buhezioù-tud, brezelioù, hervez doare oberourien an Henamzer (Ploutarc'hos, Caesar).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.