arkitektour, politikour ha skrivagner gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Olier Mordrel, Olivier Marie Joseph Mordrelle e anv gwir (Paris,29 a viz Ebrel 1901 – Triagad, 25 a viz Here 1985) a oa un tisavour hag ur broadelour breton.
Da vare an Eil brezel-bed e savas a-du gant an naziegezh hag ar c'henlabour gant Alamagn Adolf Hitler.
Olier Mordrel | |
---|---|
Anv | Olivier Marie Joseph Mordrelle |
Anv-pluenn | Jean La Bénelais |
Ganedigezh | 29 a viz Ebrel 1901 Paris Bro-C'hall |
Marv | 25 a viz Here 1985 Triagad Bro-Vigoudenn |
Broadelezh | Breizh Korsika Bro-C'hall |
Micherioù | Tisavour Skrivagner |
Kargoù | |
Rener Strollad Broadel Breizh | |
Gouere 1940 – 8 a viz Kerzu 1940 | |
Diagentour | Frañsez Debauvais |
Warlerc'hiad | Raymond Delaporte |
E 1919 e kemeras perzh er strollad politikel Breiz Atao ; e 1922 e voe prezidant Unvaniez Yaouankiz Vreiz hag e 1925 en em stalias evel tisavour e Kemper.
En hevelep bloavezh e savas gant Roparz Hemon ur seurt stagadenn, Gwalarn he zitl, d'ar gelaouenn Breiz Atao (niverenn 74, C'hwevrer 1925).
D'ar mare-se e voe aozet ar c'hentañ Kuzul etrekeltiek e Dulenn, en Iwerzhon ; eno edo Taldir, Olier Mordrel, Morvan Marchal ha Youenn Drezen.
E 1927 e teuas O. Mordrel da vezañ kenrener ha sekretour ar mennozhioù Strollad Emrenerien Vreiz.
E-touez ar yaouankiz birvidik ha broadelour e voe er bloavezhioù 1930 ; perc'henn e oa d'an ampoent-se war ur stal arzoù kinklañ e Kemper, hag e klaskas un doare breizhat nevez.
Ouzhpenn un tisavour hag ur skrivagner e oa un tresour ivez eus O. Mordrel, evit brudañ Breiz Atao dre gartennoù-post evel an hiniLisez Breiz Atao.
E 1931 e voe krouet an eil Strollad Broadel Breizh (1931-1944) (Parti nationaliste breton, PNB) gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, hag a voe divodet e 1939 da vare gouarnamant Édouard Daladier en abeg d'un nebeud mennozhioù hag a oa pell diouzh re Vro-C'hall ha re dost eus re Alamagn, prest da zibennañ ar Stad c'hall.
E 1933 ez embannas ar PNB e Breiz Atao ur programm gouarnamant anvet SAGA, gant un anv kuzh evit ar strollad politikel keltiek.
E 1934 e savas ar gelaouenn Stur ; skridoùigoù a voe gouestlet d'ar vroadelouriezh keltiek, gant perzhioù enepyuzev. E Stur e voe embannet e 1938 ur farsadenn dindan stumm ul lizher : « Ar re hag a dap poan-gof pa welont ur c'hilhog dibennet a rankfe en em voazañ – Kuzul a-berzh ur c'heneil. ».
E 1936 e savas O. Mordrel Pobloù hag o harzhoù, ur c'hannadig gouestlet d'ar minorelezhioù broadel en Europa, gwelet eus Breizh. Hermann Bickler (1904-1984) a oa karget eus ar pennadoù hag a denne da Elsass. Ar c'hentañ niverenn (miz Genver 1937) eus Peuples et frontières (1937-1939, 25 niverenn) e voe enni ur pennad skrivet gant ar Flandrezat enepyuzevour J. Demeerseman o vurutellañ hag o klask divrudañ kannaded ar greizenn yuzev; hervezañ ne c'helle ket ar Stad alaman kavout un digarez d'ar fed ma vefe atav ken krog ar yuzevien e bed ar sinema.
D'ar 14 a viz Kerzu 1938 e voe kondaonet Mordrel ha Debauvais d'ur bloavezh toull-bac'h, gant goursez evit an abeg a wask d'ar vroad c'hall. Adalek miz Gouere 1938 betek miz Gouere 1939 e voe sekretour meur ha skridaozer Breiz Atao.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.