Nirvana (relijion)
From Wikipedia, the free encyclopedia
An nirvāṇa (sañskriteg निर्वाण ; pali निब्बान (nibbāna); prakrit णिव्वाण) zo ur meizad a-bouez e relijionoù India. Er preder sramanek ez eo stad ar boud dieub eus ar boan. Er brederouriezh hindou ez eo an unvaniezh gant ar boud meur dre ar moksha. Ar ger a dalvez "lazhañ", ar pezh a ra dave er voudaegezh da lazhañ tan ar c'hoantegezh, ar gasoni, hag an touell[1].
Istor ar Voudaegezh | |
Diazezoù | |
Mennozhioù pennañ | |
Pennoù bras | |
Kustumoù | |
Boudaegezh dre vro | |
Skolioù ar voudaegezh | |
Testennoù Boudaek | |
![]() |
Ar ger-se zo deuet da vezañ 涅槃 nièpán e sinaeg, 涅槃 nehan e japaneg, 열반 yolban e koreaneg, myang-ʼdas pe myan-ngan ʼdas-pa e tibetaneg (ger-ha-ger : tremen en tu all d'ar boan), hag e thaï นิพพาน nípphaan.