From Wikipedia, the free encyclopedia
Diwar-benn ar c'hentañ bouda istorel lenn ar pennad Siddhārtha Gautama
An titl Bouda (sañskriteg बुद्धा buddha - gourel pe direizh, buddhā er furm wregel - « dihun », anv-gwan-verb-gouzañv eus ar wrizienn verb budh-, « dihuniñ »)[1], a vez roet er voudaegezh d'un den en deus tizhet an dihun, dre e furnez (prajñā) peurgetket, da lâret eo en deus tizhet an nirvāna (hervez an hīnayāna), pe trehontet an daouelezh samsara/nirvana (hervez ar Mahāyāna). Gallout a reer ober anv anezhañ gant anvioù-gwan all : « gwenvidik » (भगवत् bhagavat), « an hini en deus trec'het » (जिन Jina), « Deuet evel-henn » (तथागत Tathāgata)[2].
E-touez kalz Boudaed, an hini ar muiañ anavezet a chom diazezer ar voudaegezh, Siddhārtha Gautama, pimpatrom ar « Bouda glan ha disi » (सम्यक्सम्बुद्धा samyaksambuddhā).
Bouda zo ivez unan eus enkorfadurioù Vichnou e mojennoù an Hindoued. Anadiñ a ra er c'hKali Yuga.
Adalek an deroù e ra anv an testennoù pāli eus tri hent da heuliañ da dizhout an dihun[3]:
Ar seurt diwezhañ-se an hini a vez anv anezhañ pa gomzer eus bouda. Ar bouda istorel eo an hini illurañ, Shakyamuni, met samyaksambuddha all zo anavezet hag azaouezet.
Goude e nirvāna e vez dieubet un bouda eus an holl liammoù (samyojana), met gallout a ra c'hoazh bezañ tizhet gant ur c'hleñved pe ampoezonet. Daoust d'e gorf da gaout 32 merk diforc'hus ez eo graet eus peder elfenn hag e c'hell mervel eta. Koulskoude e ra anv testennoù zo eus peuzdic'hloazusted ar bouda peurvat, disoc'h a zeu eus ar fed m'en deus dilezet e garma fall, oc'h aberzhiñ e-doug buhezioù niverus lodennoù eus e gorf, pe e vuhez, peurgetket. Ar gloaz roet gant Devadatta da Shākyamuni zo displeget evel sin un nemorant bihan a garma fall.
Ar voudaegezh kozh pe Boudaegezh theravāda a gelenn e vez heuliet hent ar bodhisattva gant un nebeud tud hepken. E penn an hent-se e vez tizhet dihun peurvat ha glan ar samyaksambouddha a ro an tu da lakaat « rod an dharma da dreiñ » ha da skignañ ar gelennadurezh vat dre ar bed. Graet o deus ar mennad da vevañ kalz buhezioù a-raok dirak ur bouda eus an amzer dremenet. Cheñch a ra munudoù esped Bodhisattva hervez ar skolioù boudaegezh. Deskrivañ a ra ar Buddhavamsa tri zennad pe kalpa kent diraez ar vuhez ma teu ar bodhisattva da vezañ bouda. Ur wezh tizhet an nirvāna, ar bouda (evel an arhat) a vev e vuhez diwezhañ. Ar marv a verk ar steuziadur klok (parinirvana).
Adalek an deroù e anavezas ar voudaegezh, ouzhpenn bouda hon oadvezh, meur a vouda o deus bevet en amzer dremenet. Menegiñ a ra an Digha Nikaya hag ar Samyutta Nikaya 6 anezhe, testennoù all 24, ar Buddhavamsa 27 ; an Apadana en Khuddaka-Nikaya a ya betek 35. Evit pezh a sell ar Voudaed da zont, Maitreya, disklêriet e oa e zonedigezh gant Gautama e-unan, eo an hini nemetañ anavezet er reol pāli, mes testennoù skrivet goude evel an Dasabodhisattuppattikatha hag an Dasabodhisattaddesa a gont 9 anezhe, ha 7 anezhe zo meneget gant o lec'h annez : Metteyya (Maitreya), Rama, Pasena, Vibhuti zo o vevañ er baradoz Tusita, Subhuuti, Nalagiri, Parileyya zo o chom er baradoz Tavatimsa[4].
Hervez ar voudaegezh mahāyāna ha vajrayāna e c'hall pep hini sevel an dezv da zont da vezañ bodhisattva hag e c'haller anavezout natur bouddha (tathāgatagarbha) en holl voudoù santidik. Ar bouda n'eo ket ken an hini a dizh an nirvāna, met kentoc'h an hini en deus trehontet an daouelezh samsara/nirvāna. En tu all da se o deus ar voudaed tri neuz anvet an trikāya :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.