Muqdisho
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kêr-benn ofisiel Somalia eo Muqdisho (somalieg: Muqdisho, ivez Xamar; arabeg: مقديشو Maqadīshū ; swahilieg Mogadishu) war aod Meurvor Indez. Hervez sifroù ar Broadoù Unanet e oa war-dro 1,2 milion a annezidi enni e 1990.
Er XVIvet kantved e voe dindan veli Portugal. E 1871 e voe aloubet ar vro tro-dro gant Sultan Zanzibar. Kregiñ a reas Italianed d’en em staliañ eno hag e 1905 e voe prenet kêr gant Italia. Dont a reas da vezañ kêr-benn an drevadenn italian anvet Somalia italian.
Abaoe marv an diktatour Syaad Barre e 1991 ez eus emgannoù etre kostezennoù disheñvel e Somalia ha ne c’heller ket sellout ouzh ar gêr-se evel sez ur galloud en defe aotrouniezh war ar vro a-bezh. E diwezh ar bloavezh 2006 eo deuet gouarnamant da c'hortoz Somalia d'en em staliañ e Muqdisho. Unan eus lec’hioù dañjerusañ ar bed eo ar gêr, etre daouarn bandennadoù armet a stourm an eil re a-enep ar re all.
Daoust da se e chom oberiant porzh Muqdisho. Lec’hiet-mat eo kêr e kroashent hentoù a gas da Genya hag Etiopia. Ur greizenn genwerzhel a bouez eo c’hoazh evit ul lodenn vat eus Somalia.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.