From Wikipedia, the free encyclopedia
Mizoram zo unan eus stadoù India e biz ar vro, war harzoù Myanmar (Birmania). En-dro dezhi emañ stadoù Assam ha Manipur en hanternoz, Tripura ha Bangladesh er c'hornôg ha Birmania er reter.
Ul lodenn eus stad Asam e oa betek 1973, pa zeuas da vezañ unan eus tiriadoù Unaniezh India. E 1987 e teuas da vezañ ur stad. Aizawl eo ar gêr-benn. Poblet e oa Mizoram gant 888 573 a dud e 2001. Emañ en eil renk e-touez stadoù India evit ar feur a dud a oar lenn ha skrivañ, goude Kerala : 88,49% eus annezidi ar stad a oar lenn ha skrivañ[1]. Emañ ar braz eus an dud eus ar bobl Vizo, a gomz mizoeg, ur yezh louchaiek, ha war-dro 87% eus annezidi ar stad zo kristenien.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.