From Wikipedia, the free encyclopedia
Olimpos e peurunvan[2], pe Olympos Hervez politikerezh treuzskrivañ ofisiel Wikipedia, pe Olumpos (e Geriadur Vallée (1931) (diwar ar gresianeg : Όλυμπος Olympos) eo anv menez uhelañ Hellaz, 2917.727 [3] metrad uhelder dezhañ, anezhañ eil menez uhelañ ar Balkanioù goude e venez kar Menez Mousala (2 925,4 m). Emañ war-hed 100 km eus Thessaloniki, eil kêr vrasañ Hellaz. Meur a gern zo : Mytikas, an hini uhelañ, Skala, Stefani, Profitis Ilias ha Touba.
Menez Olympos | |
---|---|
Menez Olympos gwelet eus ar reter | |
Lec'hiadur | |
40°05′08″ N – 22°21′31″ R | |
Riez | Gres |
Torosouriezh | |
Barr | Μύτικας / Mytikas |
Uhelder | 2917.727 [1] |
Baliregezh | 2 353 m |
Digenvez | 254 km |
Menez kar | Мусала / Mousala |
Digenvez ha baliregezh ur menez |
Eno e oa, hervez Gwengelouriezh Hellaz annez doueed pennañ Henc'hres, Zeus en o fenn.
Dont a ra an an anv eus ar ger henc'hresianek Ὄλυμπος / Olympos.
Diwar-benn ar gerdarzh n'eus nemet martezeadennoù. Gwelout a c'haller ur wrizienn olu- a dalv kement ha troc'hañ
, falc'hañ
, « touzañ
, a gaver e-barzh ollumi ("troc'hañ", "distruj"), oloos ("distrujer", "marvel") hag oulē ("troc'h", "rann").
An dibenn -mpos, a gaver e meur a yezh indezeuropek, en anvioù-gwan a verk pe al lec'hiañ pe ur stumm.
Krediñ a reer e talveze Olumpos kement hag un dra bennak « a droc'he lemm » pe « a droc'he an hent ». N'halled ket treuziñ ar menez, ha gwelet e veze evel un harz krenn etre Thessalia ha Makedonia, pe ledenez Hellaz hag Europa.
Ur gerdarzh all a seblant suroc'h. Neuze e teufe "Oulumpos", ar ger a gaver e skridoù Homeros, eus ar gwriziennoù indezeuropek-mañ :
En em astenn a ra ar Menez Olympos en hanternoz Hellaz, tost da aod ar Mor Enezek, da Dhessalia ha da Vakedonia. Ur pezh tolzenn a venez zo anezhañ, sonn-mat e meur a lec'h, hag islonkoù ledan. Koadek eo an traoñ anezhañ, hag erc'hek e gern.
Beleien ha pirchirined a grapas gant ar menez Olympos en Henamzer[4]. Kentañ ma voe krapet ar menez en hon amzer a voe d'an 2 a viz Eost 1913 gant Daniel Baud-Bovy, Frédéric Boissonas ha Christos Kakkalos[5].
Kuzhet eo lein ar menez ouzh an dud gant ar c'houmoul. Neuze e c'halle doueed pennañ Henc'hres ober o annez eno ha bezañ sioul o frikota hag o sellout ouzh an dud a bell. Hervez Homeros ne oa na glav nag erc'h ha gwenn e oa ar bed d'an doueed eno, war-lerc'h dezho en em zizober eus an Ditaned, Ofion ha Tifon.
Triwec'h menez all er bed zo heñvelanvet, darn anezho en inizi Hellaz, e Kiprenez, Azia Vihanañ, Zeland Nevez, Tennessee, Utah ha Stad Washington e SUA.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.