Medousa(Μέδουσα /Médousa e gregach, diwar μέδω médô, « reiñ urzhioù, ren »), anvet ivez Gorgo, a oa unan eus ar Gorgoned e gwengelouriezh Hellaz, an hini nemeti a c'halled lazhañ. Un euzhvil ktonek e oa, merc'h da Forkos ha Keto[1]. Ar skrivagner Hyginus, (Fabulae, 151) a laka ur remzi ouzhpenn hag a ro da Vedousa tud ktonek all[2]. Sellet war-eeun ouzh he daoulagad a dro ar sellerien e maen. Dibennet e oa erziwezh gant Perseüs, a implijas e benn evel arm da c'houde[3] a-raok er reiñ d'an doueez Athena a lakaas anezhañ war he skoed. En Henamzer glasel e veze implijet skeudenn penn Medousa e skeudennoù da argas an dichañs anvet Gorgoneion.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Mojenn Medousa
Taolennet e veze ar Gorgoned evel merc'hed yaouank, alies gant eskell ha dent hir, ha naeron bev e-lec'h blev. Hervez Ovidius (Metamorfozoù), ne oa an hevelep blev nemet gant Medousa. Poz dezhañ, Poseidon, dedennet gant liv alaouret blev ar c'horgon-se, en doa c'hoariet ar bouteg ganti e templ Athena hag homañ he doa roet an neuz-se d'ar plac'h abalamour d'he c'hastizañ rak an taol disakr.
Goulenn a reas Polidektes gant Perseüs dibennañ anezhi. Perseüs a implijas diabarzh e skoed evel melezour kuit da vezañ troet e maen gant daoulagad Medousa, hag armet gant ur c'hleze profet gant Hermes, a droc'has penn an euzhvil. Eus ar gwad a strinkas eus he gouzoug e tiflukas C'hrysaor ha Pegasos, engehentet o-daou gant Poseidon. Perseüs a brofas penn ar C'horgon, ar "Gorgoneion" da Athena[4]. Kinklañ a reas he skoed, an aigis, gantañ ha mirout a reas e c'halloud spontus.
Hervez stummoù zo eus ar vojenn, gwad tennet diouzh kostez dehoù ur c'horgon a c'halle lakaat unan da sevel a varv da vev, e-skoaz an hini tennet diouzh he c'hostez kleiz a oa un ampoezon marvus ha prim ken-ha-ken. Lavaret e vez ivez e resevas Herakles ur rodellad vlev Medousa (dezhi ar memes perzhioù hag he fenn) digant Athena ha ma roas anezhi da Sterope, merc'h ar roue Kefeüs, da wareziñ Tegea a-enep an argadegoù.
Paosanias ar beajour[5] a zanevell ur stumm evemerat eus ar vojenn. Hervezañ e oa Medousa ur rouanez a oa pignet war an tron goude marv he zad hag a rene he sujidi e-kichen lenn Triton, e Henlibia. Lazhet e vije bet e-doug an noz e-pad ur brezel a-enep Perseüs, ur priñs eus Peloponnesos.
Ikonografiezh
Kavet eo bet ar c'hentañ skeudennoù eus mojenn Medousa war daou b-pithos eus Boiotia (Louvre CA 795 ha CA 937) ha war un añforenn c'houzougek rakattikek (mirdi Eleusis), savet o-zri en eil kart eus ar VIIvet kantved kt JK[6]. War ar re gentañ ez eo taolennet Medousa evel un den-marc'h parez, war-nes bezañ dibennet gant Perseüs a dro e benn kuit da vezañ troet e maen. War añforenn Eleusis emañ Medousa en he gourvez, dibennet e-mesk ar bokedoù ; he c'hoarezed, dezhe stumm tud gant pennoù euzhviled, a fell dezhe lammat gant an haroz, met harzet int gant Athena.
E diwezh ar VIIvet kantved e cheñch skeudenn maskl Medousa (pe gorgoneion) livet gant liverien Korinthos, dindan levezon ar pennoù leon apotropaek (talvezout a reont da virout ouzh ur gwall blanedenn da skeiñ o ferc'henn)[7] : un dremm ront he deus, dezhi pikoloù daoulagad dispourbellet, ur fri togn hag ur barv ; tennañ ha ra alies he zeod. Ar skouer vrudetañ zo un asiedenn eus Attika savet gant Lydos ha miret er Staatliche Antikensammlungen e München (Inv. 8760). Taolennet e vez alies ar gorgoneion war ar skoedoù el livadennoù a weler war prierezh Attika. Er penn kentañ e c'halle kinklañ skoed forzh peseurt brezelour. Adalek kreiz ar Vvet kantved kt JK e vez kavet aliesoc'h war podoù-pri hag an delwennoù evel kinkladur aigis Athena. Ouzhpenn-se e koll penn Medousa he neuz spouronus. Diwar neuze ez eo penn ur dekenn yaouank. Ne chom eus an euzhvil nemet an naeron en he fennad blev.
E-touez an taolennadurioù nevesañ emañ hini ar skoed livet gant Caravaggio, miret e Mirdi an Ofisoù, peotramant delwenn Bernin miret e Mirdi ar C'hapitol.
Pennadoù kar
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.