From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Mahāyāna zo ur ger sañskriteg (महायान, mahāyāna, da lâret eo ar "c'harbed bras") a ya da envel unan eus daou skourr pennañ ar voudaegezh hiziv. Ar skol Theravāda eo egile. E sinaeg e lârer 大乘 dàchéng, 大乗 daijō e japaneg, Đại Thừa e vietnameg, ha 대승, dae-seung e koreaneg.
Istor ar Voudaegezh | |
Diazezoù | |
Mennozhioù pennañ | |
Pennoù bras | |
Kustumoù | |
Boudaegezh dre vro | |
Skolioù ar voudaegezh | |
Testennoù Boudaek | |
|
Hervez an hengoun Mahāyāna, "Mahāyāna" a ra dave d'an hent da heuliañ da glask ar sklêrijennadur klok evit mad holl ar boudoù santidik, anvet ivez Bodhisattvayāna, pe "karbed ar Bodhisattva Vehicle"[1],[2]
Diwan a reas ar voudaegezh Mahāyāna en India hag e-doug an istor e tremenas eus India da vroioù all eus Azia evel Sina, Bro-Japan, Vietnam, Korea, Singapour, Taiwan, Nepal, Tibet, Bhoutan, ha Mongolia. E-mesk hengounioù pennañ ar Mahāyāna hivi emañ ar Zen, an Douar glan, an Tiantai, hag an Nichiren, hag ivez skolioù boudaegezh ezoterek ar Shingon, an Tendai hag ar voudaegezh tibetan.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.