Dharma (boudaegezh)

From Wikipedia, the free encyclopedia

Dhamma (pali धम्म) pe Dharma (sañskriteg धर्म) er voudaegezh en deus tri ster :

  • Lezenn hollvedel an natur.
  • Kelenn Bouda
  • Un anadenn ha/pe e berzhioù.
Muioc'h a ditouroù Istor ar Voudaegezh, Diazezoù ...
Istor ar Voudaegezh
Kronologiezh voudaekSenedoù-meur boudaek
Diazezoù
Peder Gwirionez Nobl An Hent kreizPancasilaNirvānaTri Bravig
Mennozhioù pennañ
Tri merk ar bezañsSkandhaKosmologiezhDharmaSamsaraAdc'hanedigezhShunyataPratitya-samutpadaKarma
Pennoù bras
Ar bouda GautamaDiskibien BoudaFamilh Bouda
Kustumoù
BoudaBodhisattvaPeder fazenn ar SklêrijennadurParamioùPrederiadur
Boudaegezh dre vro
Gevred AziaReter AziaTibetIndiaKornôg
Skolioù ar voudaegezh
TheravādaMahāyānaVajrayānaSkolioù kentañ
Skridoù boudaek
Sutta PitakaSutraoù ar MahayanaVinaya PitakaAbhidhamma Pitaka
Serriñ

Dharma a zeu eus ar sañskriteg ma talvez "ar pezh zo diazezet, al lezenn, an dlead, reizh". Ar ger prakrit deveret zo Dhamma [1].

En Azia ar Reter, an arouezlun evit Dharma zo , distaget e Mandarineg, e Japaneg ha beop e Koreaneg. E Tibeteg ez eo chos (ཆོས་, rannyezh Lasha [tɕǿʔ])(Daveoù a vank). En Ouigoureg, Mongoleg, hag un nebeud yezhoù all eus Kreizazia, ez eo nom, a zeu eus ar ger henc'hresianeg νόμος, nómos, a dalvez "lezenn"[2]


An Dharma e relijionoù India

En India e reer Dharma eus ar relijion. Talvout a ra ar ger kement hag un hent buhez pe ur doare bevañ dibar. Neuze e lavarer e pleustr ur Jainad ar Jain-dharma; un Hindouad a heuilh ar Sanatana-dharma, hag ur Boudaad ar Buddha-dharma. Talvezout a ra e heuilh pep hini ur relijion dibar gant he reolennoù hag he lidoù. Evel al latin hag ar gresianeg a oa ar yezhoù implijet e skridoù sakr ar gristeniezh e-pad ar pep brasañ eus an istor kristen, ar sañskriteg a voe yezh testennoù sakr ar voudaegezh pa en em ledas dre Azia (dreist-holl e Norzh hag e biz India). Er broioù-se e voe graet Buddha-dharma e-pad kantvedoù eta eus ar pezh a anver boudaegezh hiziv. Ijinet e oa ar ger Boudaegezh gant lenneien ha misionerien gristen a skrive diwar-benn relijionoù India en XIXvet kantved.

An Dhamma-vinaya

Ar bouda Gautama a rae dhamma-vinaya eus an hent a gelenne d'e ziskibien, ar pezh a dalvez hent ar reolenn (dhamma eo distagadur pali ar Sañskriteg dharma ha vinaya a dalvez reolenn). Hent ar voudaed (ar bouda Gautama a selle outañ evel unan e-touez ul lignez hir a voudaed a groge e deroù an Henamzer) zo un hent a self-imposed discipline : an dizimezded (Brahmacarya), ur c'hod emzalc'h buhezegezh (Śīla) ha strivoù da wellaat an emskiant hag ar furnez.

En testennoù sakr boudaek e ra dave ar ger "Dharma" da gelenn ar Bouda alies ha d'e stumm skrivet (da skouer ar Vinaya, ar Sutta Pitaka hag ar C'hanon pali). En un doare ledanoc'h e c'haller bodañ ivez dindan an anv-se an hengounioù a oa savet diwezhatoc'h, hag an displegadurioù hag an devarnouriezh savet gant ar skolioù boudaek disheñvel diwar kelenn Bouda. En hengoun ar Mahayana diwezhat e oa sellet evel ar 84 000 kelennadur (ar c'hangyur/bka.'gyur) a oa roet gant Bouda da a-bep seurt tud diouzh o ezhommoù.

Er ster-se ez eo unan eus Tri bravig ar voudaegezh ma "repu" ar feizidi . E Tri bravig ar voudaegezh emañ : ar Bouda , an Dharma (kelenn hag hentennoù), hag ar Sangha (kumuniezh pleustrerien ar buddha dharma a harp an eil re ar re all, kalonekadur ha mignoniezh speredel).


Notennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.