From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar garabinenn M1 (M1 Carbine e saozneg) zo un arm-skoaz bet produet gant Winchester hag embregerezhioù all adalek miz Gwengolo 1941. E-pad an Eil Brezel-bed e oa bet an arm hiniennel produetañ gant industrielezh Stadoù-Unanet Amerika (6.332.000 a skouerennoù).
M1 Carbine | |
---|---|
Ur garabinenn M1 | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Karabinenn damaotomatek / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 7,62 × 33 mm (.30 Carbine) |
Produerien | Winchester Repeating Arms Company, Inland Mfg. Division and Saginaw Steering Gear Division of General Motors, Underwood, IBM, Rock-Ola Manufacturing, National Postal Meter, Standard Products Co., Quality Hardware Co. |
Mare implij | 1942–1973 (Stadoù-Unanet) |
Skouerennoù | 6 332 000 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 2,36 kg |
Mas (karget) | 2,52 kg |
Hirder | 904 mm |
Hirder ar c'hanol | 458 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 275 m (300 yards) |
Lusk tennañ | 30 tenn/min |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 750 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 15-30 kartouchenn |
Adstummoù | M1A1, M1A3, M2 et M3 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
E-pad ar Brezel Bed Kentañ en doa gwelet an US Army ne oa ket efedus ar bistolenn Colt M1911 etre daouarn soudarded al linennoù a-dreñv. Goulenn a reas e 1938 e vije savet ur garabinenn skañv, aes da implijout, a c'hallje kemer plas pistolenn ar soudarded ne oa fuzuilh ebet gante (M1 Garand pe Springfield M1903). An ofiserien, ar vindrailherien, ar geginerien, ar vleinerien hag an holl soudarded ne oa ket o labour nesañ en em gannañ a c'hallje evel-se kaout un arm resis goude 20 metr, er c'hontrol d'ar bistolenn. Implij an harzlammerien gant an Alamaned da vare Blitzkrieg 1940 a gendrec'has ivez an Amerikaned e oa ret kaout un arm skañv (dindan 2,3 kg) ha gouest da dennañ war-hed 270 metr evit pourveziañ soudarded ar strolladoù-se[1]. Meur a saver armoù a ginnigas raktresoù. Hini Winchester az eas ar maout gantañ a-enep an Thompson Light Rifle ha reoù all.
Un tamm heñvel e c'hall seblant an M1 ouzh an M1 Garand, koulskoude n'eo ket ur stumm berraet anezhañ. Ar piston tennañ gazoù da skouer a zo bet savet a-ratozh-kaer evitañ gant an ijinour William Marshall. Tennañ a ra ur munision .30 Carbine (7,62 × 33 mm), dezhañ ur galloud etre reoù boledoù pistolenn ha fuzuilh.
Winchester a c'hounezas ar galv evit ar garabinenn nevez met n'halle ket produiñ an holl skouerennoù goulennet (800.000 da gentañ, ouzhpenn 6.000.000 goude). Un taol-kaer e voe dasparzhañ al labour etre an holl embregerezhioù a broduas pezhioù an arm adalek miz Gwengolo 1941. En o zouez e oa General Motors, IBM, Underwood (produer skriverezed), Rock-Ola (produer juke-boxes) hag Inland (a savas ar brasañ niver a skouerennoù eus an M1).
Abalamour d'an eskemm pezhioù etre an embregerezhioù o deus ar c'harabinennoù M1 un niverenn-steudad nemeti skrivet war voest o c'hulasenn, pa veze skrivet war pep pezh eus an armoù all d'ar poent-se. Dre se eo diaes gouzout hag eo a-orin holl bezhioù un M1. Ouzhpenn-se ez eus distroet meur a skouerenn anezhe d'an arsanailhoù evit bezañ kempennet pe gwellaet oc'h ouzhpennañ elfennoù dezhe : kouch, surentez, morailh ar c'harger...
10.000 skouerenn eus ar garabinenn zo bet produet e Japan gant an embregerezh Howa evit marc'had Azia. Israel en deus produet adstummoù eus an USM1 evit o folis hag o soudarded n'o doa ket ezhomm eus fuzuilhoù-arsailh. O lammoù plegus zo graet en un danvez sintetek. Un nebeud embregerezhioù amerikan a brodu c'hoazh karabinennoù M1 a galite. Kargerioù 15 ha 30 tenn a vez savet e Korea ar Su.
Dre ma oa bet produet kalz skouerennoù eus an M1 e-pad ar brezel eo aes kavout pezhioù distag.
Buan e plijas ar garabinenn d'ar soudarded. Skañvoc'h e oa evit ar fuzuilh M1 Garand, uheloc'h hec'h endalc'had (15 kartouchenn a-enep 8), met berroc'h hec'h hed-tenn (300 m a-enep 800 m). Pourveziet e voe an harzlammerien ganti hag e tiskouezas bezañ talvoudus d'ar Marines e brezel ar Meurvor Habask peogwir ne vergle ket he munisionoù .30 Carbine e glebor ar janglenn.
Pourveziet e voe ivez rezistañted Bro-C'hall ganti. Priziet e oa evit hec'h implij aes en oberioù guerilla. An Alamanted o-unan a zivizas implijout anezhi dindan an anv Selbstladekarabiner 455 (a) ur wech ma voe rastellet un niver a skouerennoù uhel a-walc'h gante. Priziet e oa gant ar Wehrmacht koulz gant an SS ha kartouchennoù a voe produet gant Alamagn evit pourveziañ anezho.
Implijet e voe e meur a vrezel gant an Amerikaned betek ar bloavezhioù 1960 ha gant o c'hevredidi betek ar bloavezhioù 1970 : Bro-C'hall, Su Viêt Nam, Korea ar Su, Beljia, ar braz eus broioù Suamerika hag un nebeud broioù en Afrika.[2]. Gant Frañs e voe implijet an M1 e brezelioù Indez-Sina ha Aljeria. Ar Police Judiciaire a viras skouerennoù betek ar bloavezhioù 1990 abalamour da c'halloud izel he munisionoù, a gorde gant o ezhommoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.