From Wikipedia, the free encyclopedia
Karabinenn a vez graet e geriaoueg an arme eus un arm-tan gant ur c'hanol hir met berroc'h eget hini ur fuzuilh pe ur mousked. Darn anezho zo doareoù berraet eus fuzuilhoù all, o tennañ ar memes doare boledoù. Dont a ra o ment berroc'h eus ar fed e oa ret d'ar marc'hegerezh kaout armoù bihanoc'h hag aesoc'h da dapout krog enne.
Er-maez eus bed an arme, e bed ar chase pe ar sportoù-tenn, ur garabinenn zo un arm hir unan pe meur a ganol rizennet dezhañ. Heñvel eo o mekanik diabarzh evit hini ar fuzuilhoù dre vras, met solutoc'h int : kambr ur garabinenn a c'hell anduriñ ur gwask etre 3.000 ha 4.000 bar, pa n'hall ket hini ur fuzuilh anduriñ ouzhpenn 1.200 bar.[1]
Karabinennoù a raer ivez eus an armoù hir dre aer gwasket pe gaz a c'hall tennañ plomoù 4,5 mm pe 5,5 mm, evit amprouennoù zo er sportoù tennañ pe an dudi.
Damaotomatek e c'hall bezañ ur garabinenn, neuze n'hall ket bezañ karget en tu all da deir c'hartouchenn enni hervez lezenn e Frañs. Un dra a-bouez eo an damaotomategezh evit ar chaseourien o deus ezhomm da c'hellet tennañ meur a wech deus renk da bakañ loened o redek. Efedus eo ar garabinenn war gantadoù a vetradoù, pa vez diaes lazhañ ul loen gant ur fuzuilh flour he c'hanol en tu all da 50 metrad.
E bed ar sportoù tennañ e implijer karabinennoù un tenn (ur munision a ranker adlakaat en arm bewech ma tenner), pe gant tennata dre zorn : en ur ziblasañ ur morailh a zo war ar gulasenn e c'haller kambriñ ur munision da dennañ adarre. Resisoc'h eo ar c'harabinennoù gante ur sistem morailh, setu e vezont implijet stank er sportoù tennañ pe er biatlon.
Grondin (benel, ur c'hrondin) e oa ar ger brezhonek kent an amprest diouzh ar galleg carabine[2]. Ar galleg carabine a oa deuet e 1694 eus an italianeg, portugaleg ha spagnoleg carabina evit envel seurt mouskedoù, dre implijerien gentañ an arm, anezho marc'hegerien lesanvet "carabiniers", eus ar ger galleg carabin "marc'heger" (1575)[3] Ne ouier ket hiroc'h war orin ar ger carabin. Evit lod e vefe diwar ar provañseg calabre "mekanik brezel kozh" ; evit tud all e teufe eus al latin calabrinus "Calabriat", peogwir e teue ar c'hentañ marc'hegerien-se eus Calabria.[4].
E Frañs eo renket al lod brasañ eus ar c'harabinennoù damaotomatek (teir c'hartouchenn d'ar muiañ) pe da dennata dre zorn (dek kartouchenn d'ar muiañ) er rummad C, hini an armoù a ranker diskleriañ goude bezañ prenet anezhe en ur ziskouez un aotre da chase pe ul lisañs sportoù tennañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.