Lucy Madox Brown
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lucy Madox Brown (Pariz 1843 - ) a oa ul livourez saoz eus amzervezh ar Rakrafaelourien, hag a zimezas da unan anezho, William Michael Rossetti, breur d'al livour Dante Gabriel Rossetti ha d'ar varzhez Christina Rossetti.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | (Emma) Lucy Madox Brown Rossetti |
Anv-bihan | Lucy |
Anv-familh | Brown |
Deiziad ganedigezh | 19 Gou 1843 |
Lec'h ganedigezh | Pariz |
Deiziad ar marv | 12 Ebr 1894 |
Lec'h ar marv | Sanremo |
Tad | Ford Madox Brown |
Breur pe c'hoar | Catherine Madox Brown |
Pried | William Michael Rossetti |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | livour |
Luskad | Rakrafaelouriezh |
Tachenn | history painting, poltred, genre painting |
Levezonet gant | Ford Madox Brown |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Reference Library |
Merc'h e oa da Ford Madox Brown ha da Elizabeth Bromley. He mamm a varvas e 1846, pa oa tri bloaz ar verc'hig. Kaset e voe da chom gant he moereb, Helen Bromley, a veve e Gravesend, e Kent.
En 1856 ez eas da chom da di an tiegezh Rossetti, da Londrez. Eno e veze kelennet gant Maria Francesca Rossetti a zeuas goude da vezañ c'hoar-gaer dezhi.
D'an 31 a viz Meurzh 1874 e timezas da William Michael Rossetti, eil mab Gabriele Rossetti ha Frances Polidori, ha goude-se e labouras nebeutoc'h evel arzourez.
Beaj-eured a voe, dre Vro-C'hall hag Italia, betek Napoli, e miz Ebrel 1874. Pa zistrojont da Vro-Saoz e kavjont diaes bevañ gant tiegezh William's family, hag abalamour d'o mennozhioù relijiel disheñvel diouzh re he div c'hoar-gaer Frances ha Christina, a oa devodezed kristen, ez ejont da chom da gêr Bloomsbury war-dro dibenn 1876[1].
Kenlabourat a reas da sevel buhez Mary Shelley , en dastumad ‘Eminent Women Series’ en 1890.
Bugale o doe:
Dizoue e oa Lucy ha Wiliam, ha ne voe ket badezet o bugale, a voe skoliet er gêr gant ho mamm hag ur c'houarnerez.
E 1897 e timezas Olivia d'ur repuad italian anarkour, Antonio Agresti. Mont a rejont da chom da Italia. Eno e teuas Olivia da vezañ troourez ha skrivagnerez. Pa intañvezas e 1926 e kenlabouras gant Ezra Pound.
Gabriel Arthur, pe Arthur evel a veze graet anezhañ, a voe skiantour, hag a zimezas da Dora Lewis, ha bugale o doe.
Helen a voe livourez, hag e 1903 e timezas da Gastone Angeli, un den klañvidik hag a varvas un toullad mizioù goude o eured. Ur verc'h dalif o doe, Imogen Lucy, en 1904.
Klañv e oa gant an droug-skevent, ha mont a reas da Italia abalamour d'he yec'hed. Mervel a reas d'an 12 a viz Ebrel 1894 en Hotel Victoria, e Sanremo, e bezañs he fried hag he merc'h Olivia. Beziet e voe e bered La Foce. Fellout a reas dezhi leuskel he madoù gant he bugale, ha kement-se, hervez Dinah Roe, d'o gwareziñ bete-gouzout ec'h addimezje he fried[2].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.