![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/48/LuXun1930.jpg/640px-LuXun1930.jpg&w=640&q=50)
Lu Xun
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lu Xun (sinaeg 鲁迅 pinyin Lǔ Xùn) e oa anv-pluenn 周树人 Zhōu Shùrén[1] (25 a viz Gwengolo 1881 – 19 a viz Here 1936), unan eus skrivagnerien bennañ Sina en XXvet kantved.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/48/LuXun1930.jpg/640px-LuXun1930.jpg)
Sellet e vez outañ evel ouzh penn al lennegezh sinaat arnevez. E yezh ar bobl (白話 baihua) koulz hag e sinaeg klasel e skrive e zanevelloù berr, e arnodadennoù hag e varzhonegoù.
Ur buruteller e oa anezhañ ivez, un troer hag un embanner. Er bloavezhioù 1930 e voe anvet da gadoriad 中国左翼作家联盟 (zhōng guó zuǒ yì zuō jiā lián méng) Kevread skrivagnerien kleizour Sina e 上海 Shanghai.
- D'an 2 a viz Meurzh 1930 e voe krouet ar C'hevread gant un daou-ugent skrivagner bennak a save a-du gant Strollad Komunour Sina enep Strollad Broadelour Sina (中國國民黨 zhōng guó guó mín dǎng).
Ul levezon vras o devoe skridoù Lu Xin war buhez sevenadurel Sina, ha meuleudet e voe gant ar galloud sinaat goude 1949, Mao Zedong o vezañ unan eus bamourien labour ar skrivagner a-hed e vuhez.
Petra bennak ma oa-eñ ur c'hleizour, biskoazh ne emezellas Lu Xin e Strollad Komunour Sina. Evit ar frankiz a spered e stourme.
Adal 1960 e voe oberennoù Lu Xin troet e saozneg, hag e yezhoù all goude.