From Wikipedia, the free encyclopedia
Les Visiteurs du soir (Gweladennerien an abardaevezh e brezhoneg) zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Marcel Carné e 1942.
E 1485, en ur vro faltazius. Euredet e vo Anne, merc'h an aotrou baron Hugues, da Renaud. E-pad ar banvez dalc'het er c'hastell da lidañ an darvoud da-zont e tegouezh Dominique ha Gilles, daou varzh-kaner, brav-kenañ o neuz, kaset di gant Paolig. Lorbet eo Anne gant Gilles ha c'hoarvezout a ra kemend-all gant Renaud digant Dominique. Piket kalon Hugues gant Dominique e lazh ar baron e zanvez mab-kaer o troc'hañ an akuilhetenn gantañ. Toullbac'het eo Gilles hag, evit e saveteiñ, e kinnig an diaoul da Anne dont da vezañ e vestrez. Louzet eo Paolig koulskoude ha treiñ a ra-eñ an daou amourouz e delwennoù maen d'en em zialañ. Ar pezh na viro ket ouzh ho kalonoù a dalmañ a-gevret ha da viken...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.