From Wikipedia, the free encyclopedia
Mor Galilea, anvet Kinneret, Lenn Jenezaret ha Lenn Tiberiad ivez (hebraeg : יָם כִּנֶּרֶת, djananeg : יַמּא דטבריא, arabeg : بحيرة طبرية), eo al lenn dour dous vrasañ en Israel.
Rann eus | Jordan Rift Valley |
---|---|
Anv er yezh a orin | הכנרת, بحيرة طبريا |
Diskarg al lenn | Jordan |
Bro an diazad | Liban, Palestina, Israel |
Stad | Israel |
E tiriad | Tiberias |
Daveennoù douaroniel | |
Category for the view from the item | Category:Views from the Sea of Galilee |
Category for the view of the item | Category:Views of the Sea of Galilee |
War-dro 53 km eo he zro-gelc'h, war-dro 21 km he hed brasañ ha 13 km he led brasañ. Al lenn zo 166 km² he gorread, ha 43 metr eo he donded keitat ; 214,66 metr dindan live ar mor eo he live keitat.
Mor Galilea eo al lennad donañ a zo war an Douar, hag an eil donañ mar kemerer an holl lennoù (war-lerc'h ar Mor Marv, a zo ul lenn dour-sall). Dont a ra dourioù al lenn eus mammennoù danzouar, met e vammenn bouezusañ eo ar Stêr Jordan, a red eus an hanternoz war-zu ar c'hreisteiz.
Anavezet eo Mor Galilea p'eo meneget meur a vezh er Bibl, ar wezh kentañ e Levr an Niveroù. E mare ar roue Herodez Antipas e voe savet un degad kêrioù a veze anvet an Dekapolis ("an Dek kêr"), Tiberias o vezañ an an hini vrasañ[1] ha pennlec'h ar rannvro evel m'emañ c'hoazh.
Ur mirlenn eus ar re bouezusañ eo Mor Galilea ken e voe divizet gant Stad Israel e derou ar bloavezhioù 1960 ma vije kaset e zourioù dre ur san-dour vroadel da Su ar vro betek dezerzh an Negev.
Abaoe 2001 e tiskennas al live hag e voe gwashoc'h pa erruas ar sec'hor e 2014, a badas pemp bloaz. E 2018 e savas gouarnamant Israel ur raktres assevel al live dre zegas dour ar Mor Kreizdouar, ha eñ disallet e-barzh pemp labouradeg staliet war an aod. Digoret e voe ar rañvellou d'an 27 a viz Kerzu 2022 en ur gas dour d'ar parkeier a zo e hanternoz al lenn. Koustet en deus ar raktres 267 milion a euroioù evit al lodenn gentañ, a voe e bal kas 100 milion m³ d'al lenn.[2].
Kastell-dour Israel e voe al lenn adal krouidigezh ar Stad, met ur mirlenn etrebroadel eo deuet da vezañ, pa'z eus eskemmoù dourioù ha tredan gant Jordania a c'houzañv ar sec'hor ivez. Pourchaset e vez dour da ha gant Israel, pa vez pourvezet darn an energiezh tredanel evit an disallañ gant parkadoù fotovoltaek savet e Jordania[2].
Hervez an Testamant Nevez, war ribloù al lenn e tremenas Jezuz ul lodenn vat eus e amzer a brezegerezh. Goude un taol peskerezh burzhudus (Lk 5,1-11) e c'halvas e ziskibien da vont d'e heul (Mz 4,12-22), hag un deiz all e sioulaas ar mor kounnaret (Mk 4,35-41)[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.