From Wikipedia, the free encyclopedia
Leda (Λήδα e gregach) a oa merc'h Thestios, roue Aitolia. Dimeziñ a eure da d-Tyndareos, roue Sparta. Mamm e oa da Glytaimnestra, Helena, Kastor ha Polydeukes.
Karet e voe gant Zeus a zeuas d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. P'edo un erer war e lerc'h e teuas an alarc'h da glask repu etre divvrec'h Leda. Kousket a reas ganti p'edo-hi en he gwele e-kichen he fried a oa kousket. Diwar e garantez e c'hanas daou vugel: Helena ha Polydeukes, a voe ganet en ur vi, tra ma voe ganet Kastor ha Klytaimnestra en ur vi all. Anavezet eo daou vreur Kastor ha Polydeukes (Polluks) evel an Dioskured, da lavarout eo bugale Zeus.
Hervez un doare all eo da Nemesis e oa ar vi-se, fiziet ganti e Leda.
Doareoù disheñvel zo d'ar vojenn, hag a-wechoù e vez kinniget an Dioskured evel mibien da Zeus o-daou, pe neuze ne vez kaoz nemet eus ur vi. E skridoù zo n'eus meneg a vi ebet, evel gant Homeros, ha ne grede ket an dud nemeur er vojenn, ha war an diwezhadoù dreist-holl e veze goapaet ar vojenn.
Gant Tindareos he doe Leda ur verc'h arall, Foibe.
Implijet eo bet ar vojenn gant meur a arzour adalek an Azginivelezh italian. Leda hag an alarc'h dreist-holl zo bet livet gant Leonardo da Vinci, Paolo Veronese, François Boucher, Paul Cézanne, Salvador Dali.
Ur varzhoneg c'hallek gant Ronsard, La Défloration de Lède, e-barzh an dastumad Les Odes, zo awenet marteze gant un daolenn diwar zorn Michelangelo. Evel meur a arzour ec'h empent pigos an evn o vont e gouhin Leda[1].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.