From Wikipedia, the free encyclopedia
Tyndareos (en henc'hresianeg : Τυνδάρεως Tyndáreôs) a oa roue Sparta e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da Oibalos (pe Perieres) ha Gorgofone (pe Bateia). Daou vreur en doa Tyndareos, unan anvet Hipokoon (Ἱπποκόων), egile Ikarios (Ἰκάριος), a voe tad Penelope (Πηνελόπη).
Hipokoon a gemeras ar galloud hag a gasas Tyndareos kuit eus ar vro. Repu a gavas Tyndareos en Aitolia, lec'h ma timezas gant Leda. Bugale o devoe: Kastor, Klytaimnestra, Timandra, Foibe ha Filonoe; hi he devoa bet bugale all digant an doue meur Zeus : Elena Troia, ha Polydeukes. Adlakaet e voe Tyndareos war tron Sparta, gant skoazell Herakles, a lazhas Hipokoon hag e vibien koulz all, Lykaon en o zouez.
Elena e oa ar bravañ plac'h bet biskoazh war an douar. Pa deuas Menelaos hag Agamemnon da Sparta, goude bet harluet eus Mykenai, e tegemeras Tyndareos an daou baotr yaouank, ha da Venelaos e roas dorn Elena, ha da Agamemnon hini Klytaimnestra.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.