From Wikipedia, the free encyclopedia
Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino ("Troioù-kaer Pinocchio – Istor ur vargodenn") zo ur romant evit ar vugale skrivet etre 1881 ha 1883 gant ar c'hazetenner ha skrivagner italian Carlo Lorenzini (Firenze, 1826-1890), Carlo Collodi e anv-pluenn.
An hanter kentañ eus ar romant a voe embannet tamm-ha-tamm e stumm ur feilheton e Prescia (Toskana), dindan an talbenn La storia di un burattino ("Istor ur vargodenn") ; e miz C'hwevrer 1883 e voe embannet e stumm ul levr, ma lenner diwar-benn troioù-kaer ar vargodenn goad hag he "zad", ur munuzer paour ha divugel anvet Gepetto.
E diwezh an istor, goude meur a dro-kaer eus ar re varzhusañ, e tro ar vargodenn da baotrig kig hag eskern.
Troioù Pinocchio eo al levr italianek muiañ gwerzhet en Italia en XXvet kantved, etre 9 ha 10 milion a skouerennoù gwerzhet, war-lerc'h Divina Commedia Dante Alighieri (etre 11 ha 12 milion a skouerennoù)[1]. Troet eo bet e tremen 260 yezh[2].
Ur bern levrioù zo bet graet diwar istor Collodi, ha pezhioù-c'hoari ha filmoù ha korollarvestoù ivez. Da-geñver 100 vloaz ganedigezh Pinocchio, e 1981, e skrivas Italo Calvino : « Naturel eo deomp soñjal ez eus bet eus Pinocchio a-viskoazh, rak n'eur ket evit empentiñ ur bed hep Pinocchio. »(Daveoù a vank)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.