kêr alaman From Wikipedia, the free encyclopedia
Köln[1] (distaget [ˈkœln]), e rannyezh Köln: Kölle ([ˈkœɫə]) a zo ur gêr eus kornaoueg Alamagn, war ribl ar Roen. Ar pevare brasañ kêr eus ar vro eo-hi war-lerc'h Berlin, Hamburg ha München. Kêr vrasañ Nordrhein-Westfalen eo ivez. Ur milion a dud a zo o vevañ enni.
En argant e unnek daeraouenn en sabel; e gab en gul karget gant teir kurunenn en aour |
Köln a zo bet da gentañ, adalek 50, un drevadenn roman staliet et bro Velgia. Goude se eo bet savet kêrbenn Germania Izellañ (Inferior).
Saloninus, mab an impalaer Gallienus a zo bet drouklazhet eno gant Postumus er bloaz 260.
Postumus e reas e gêrbenn diganti.
Victorinus a zo bet drouklazhet eno er bloaz 270.
Goude bet diskaret an impalaeriezh galian, daou ofiser, Proculus ha Bonosus, emsavet a-enep Probus, e oa lazhet an eil war lec'h egile e-kichen Köln.
Er bloaz 310, ur pont a zo bet savet war urzh Kustentin, hag ar castellum Divitia (Deutz) evit difenn ar pont en tu all d'ar stêr.
War dro 509, Sigebert, roue ar Vranked ar Rhin, e oa lazhet gant e vab Chloderic, diwar atiz Klovis, roue ar Vranked Salian.
Chloderic e oa drouklazhet d'e zro gant tud kaset gant Klovis, hag e oa war an dro anvet roue Franked ar Rhin.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.