From Wikipedia, the free encyclopedia
Kybelê (henc'hresianeg : Κυϐέλη / Kybélê "gwardez ar gouiziegezhoù") zo un doueez eus Frygia, anavezet ivez evel Agdistis er vro-hont. Degaset e voe aleshont da Hellaz ha da Roma. Skeudenn hag arouez an natur c'houez eo. Kinniget e vez ivez evel ar Vamm Veur, Mamm an Doueed, pe an Doueez Veur.
E Roma e veze enoret ivez evel Idaea mater ("mamm Ida") pe Magna Mater ("Mamm Veur"). Kemmesket e voe eno gant Keres.
E mojennoù Hellaz kozh eo anavezet ivez evel Damia.
Lec'h kreiz he c'hehelidigezh a oa e Pessinos, war menez Dindymon, ma vije bet kouezhet eus an neñv ar maen a oa skeudenn anezhi. Doueez ar frouezhusted e oa, met hini an natur c'houez e oa ivez, aroueziet gant al leoned a veze ouzh he heul. Pareañ ar c'hleñvedoù a c'halle ober, a lavared, met o c'has ivez d'an dud, ha diwall ar bobl a rae e-pad ar brezelioù. Anavet e oa en Hellaz adal ar Vvet kantved kt JK, ha kemmesket e voe a-benn ar fin gant mamm an doueed Rea ha Demeter.
E 204 kent JK , e-kreiz an eil brezel punek, e voe kaset kannaded gant ar Romaned da Vessinos. Heuliañ a raent un diougan eus Levrioù ar Sibillezed, hag un orakl delfian. Karget e oant da zegas da Roma ar maen sakr.
<-- Kybelê a oa lesanvet Copia, -- Daveoù a vank -->
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.