Kleio
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kleio (Κλειώ / Kleiô, en henc'hresianeg, diwar κλέω "kanañ (meuleudi)"), latinekaet e Clio, eo anv muzenn an Istor.
Evel he c'hoarezed all, merc'hed an Awen evelti, eo merc'h da Zeus ha Mnemosyne.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/72/Clio1_-_2.png/220px-Clio1_-_2.png)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f2/Gentileschi%2C_Artemisia_-_Clio_-_1632.jpg/640px-Gentileschi%2C_Artemisia_-_Clio_-_1632.jpg)
Artemisia Gentileschi, 1632
Ur mab he doa, Hyakinthos, engehentet gant Pieros, roue Makedonia. Hervez oberourien zo e oa mamm da Hymenaios ivez.
Diskouezet e vez gant un drompilh en he dorn evit embann taolioù-kaer an harozed, pe un horolaj-dour, arouez dibun an darvoudoù, ur barchenn, un dablezenn-skrivañ hag ur goustilh. Gwelet eo ivez evel ijinourez ar c'hitar[1].