Ar Muzezed [1] , pe Muzed [2] , [3] (Μοῦσαι / Moûsai e gregach ), pe c'hoazh "Merc'hed an Awen"(Daveoù a vank ) , a oa merc'hed Zeus ha Mnemosyne hervez Theogonia ar barzh Hesiodos (53-57 ha 915-917).
Apollon hag ar Muzezed, livet gant Simon Vouet (XVII vet kantved ).
Ren a reont war an arzoù, bez' ez int:
Erato , plac'h ar varzhoniezh lourennek hag ar c'hlemmgan;
Euterpe , plac'h ar sonerezh;
Kalliope , plac'h an helavarded hag ar varzhoniezh veurganel ;
Kleio , plac'h an Istor ;
Melpomene , plac'h an drajedienn;
Ourania , plac'h ar stered hag ar steredoniezh;
Polyhymnia , plac'h an arz lourennek hag ar retorik;
Terpsic'hore , plac'h an dañs;
Thaleia , plac'h ar gomedienn.
Laour ar Muzezed, II vet kantved , e mirdi al Louvre .
Merc'hed an Awen, Kleio , Euterpe ha Thaleia , livet gant Eustache Le Sueur .
Er penn kentañ avat, hervez Pausanias , ne oant nemet teir:
Aoide , plac'h ar vouezh hag ar c'han;
Melete , plac'h an emsoñjal;
Mnemere , plac'h an eñvor.
O-zeir int skeudenn ar pezh a zo ezhomm en arz ar barzhoniañ.
Hervez Cicero e oant peder:
Thelksinoe , pe Thelksiope;
Aoide ;
Arc'he ;
Melete .
Daou annez a oa dezho, hervez ar mojennoù:
Teir muzenn war un izelvos e Mantineia lakaet war gont kenlabourerien Praksiteles , IV e kantved kt JK .
En oberennoù arzel e vez aes anavezout anezho pa vezont o-nav, ha gant an doue Apollon . Met gant o binvioù boas e c'haller o anavezout ivez pa vezont o-unan:
Erato : taboulin, lourenn, biol, alarc'h;
Euterpe : fleüt simpl pe doubl hag ur benveg sonerezh all (trompilh);
Kalliope : kurunenn lore, levr, tablezenn ha goustilh, trompilh;
Kleio : kurunenn lore, alarc'h, levr pe roll, taolennig-koad pe beg-skrivañ;
Melpomene : korn, kurunenn, kleze, maskl reuzc'hoari, heizh ouzh he zreid;
Ourania : kelc’hier, kurunenn stered, kompas, boul;
Polymnia : benveg sonerezh (un orglezig alies);
Terpsic'hora : benveg sonerezh dre gerdin (biol, lourenn da skouer);
Thaleia : benveg sonerezh (biol alies), maskl fentc’hoari, roll.
Levrioù
I. Aghion, C. Barbillon, F. Lissarrague, Héros et Dieux de l'antiquité , Flammarion, Paris, 1994.
Commons