From Wikipedia, the free encyclopedia
Kandaules (en gregach Κανδαύλης / Kandaúlês), anavezet ivez evel Sadiates (Σαδυατης / Saduatês) pe Mirsilos (Μυρσίλος / Mursílos) a oa ur roue damvojennel e Lidia, war-dro an VIIIvet kantved kent JK. Lazhet e voe gant Giges a gemeras e lec'h.
Petra bennak ma vez kaoz, en holl zoareoù ar vojenn, eus e varv hag eus Giges lakaet da roue war e lerc'h ez eus meur a zoare d'ar vojenn.
Hennezh eo an doare en deus awenet arzourien e-leizh, kontet gant Herodotos diwar ur varzhoneg kollet, diwar zorn Arc'hilokos Paros. Hervez Herodotos eta e oa sot Kandaules gant e bried. E-touez e genlabourerien e oa ur priñs, anvet Gyges. Un deiz...?
Hervez Ar Republik, oberenn Platon, en devoa Gyges, ur mesaer yaouank, kavet ur walenn war gorf ur ramz marv. Hag eñ da gemer ar walenn hag a oa ur walenn hud (mojenn gwalenn Giges), dezhañ da vout diwelus. Ganti ez eas da gousket gant gwreg ar roue. Goude-se en em glevas gant ar rouanez da lazhañ ar roue ha da gemer ar galloud.
Ur priñs yaouank e oa Giges ha mignon da roue Lidia (anvet Sadyatte). Kaset e voe Giges da gerc'hat Tudo, danvez-pried ar roue, ma orgedas outi, ha ma klaskas he gounit. Ar roue fuloret a glaskas lazhañ e vignon. Met kemennet e voe Giges gant ur vatezh. Mont a reas da gambr ar roue d'e lazhañ.
Ne gaver anv pried Kandaules nemet dindan pluenn Ptolemaios Chennos, a ra Nissia anezhi, anv implijet gant Théophile Gautier en e gontadenn Le Roi Candaule, adkemeret war e lerc'h[1]. Ouzhpenn Nissia e kaver reoù all avat :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.