Gourenez Rewiz eo anv ar c'hourenez eus Bro-Wened a serr Mor Bihan Gwened er c'hreisteiz, ha dezhi ur stumm hir ha strizh a-walc'h (4-10 km). Ar pemp kumun zo enni a ya d'ober kanton Sarzhav e departamant ar Mor-Bihan.

Thumb
Gourenez Rewiz a serr Mor-bihan Gwened er su.

An anv

Gourenez Rewiz meneget evel ar Pagus Reuuisii er VIvet kantved. Hervez ar c'helenner Léon Fleuriot e c'hallfe dont an anv eus an henvrezhoneg *ro-wid-t- “hewel, brav da welet, a weler mat"[1].

Douaroniezh

Kumunioù

Pemp kumun zo

Hin

Un hinad tomm a-walc'h a zo er c'hourenez hag eno e veze gounezet gwiniegi betek deroù an XXvet kantved c'hoazh.

Istor

Gant annezidi ar Ragistor e oa bet savet krugelloù (meur a grugell a zo en Arzhon), met an darvoud koshañ eo bet diazezidigezh ar manati savet gant sant Gweltaz e Lokentaz er VIvet kantved. Gweltaz, deuet eus Bro-Gembre, a savas un nebeud lochennoù en ul lec'h digenvez nepell eus an aod e-giz ma oa kustum ar venec'h keltiek er mare-se. Pa oa bet distrujet ar manati gant ar Vikinged er IXvet kantved e voe adsavet e mein en XIvet kantved gant dug Breizh Jafrez Iañ. Pelloc'h e voe anvet Abelard da abad hag eñ kaset amañ en harlu en XIIvet kantved.
Darn eus ar c'hourenez a yeas e domani an Duged abred a-walc'h hag e voe savet ur c'hastell-kreñv hag ur park kloz e Susinioù, ur gêriadenn eus parrez Sarzhav. Adsavet e voe ar c'hastell er XVvet kantved ha gwelet a reer e zismantroù bras kempennet tamm-ha-tamm gant Kuzul-Departamant ar Mor-Bihan. Roet e voe darn eus Sarzhav evel enebarzh da zugez Breizh, Frañseza Amboise, intañvez Pêr II. An dug Yann IV a roas ar frankiz kêr d'ar c'hourenez en he fezh e 1442 ken ez eas dezhi an droed da zilenn kannaded d'ar Breujoù.

Tud

Arzourien bet awenet gant Gourenez Rewiz

Gwelet ivez

Notennoù

Liamm diavaez

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.