From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe ur skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked. Evel en ur c'havell bras pe un antell, e stankont an hent d'ar pesked a vez trapet e-barzh. Lod anezho a zo bet savet da vare ar Ragistor. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag hini Kembre, Bro-Skoz ha Bro-Iwerzhon.
Kavet e vez koredoù kozh e pep lec'h e Breizh. Stankoc'h int war vord ar mor, e-lec'h ma vez uhel an douar e keñver mor. Niverusoc'h int neuze en hanternoz, etre Lambaol-Blouarzhel ha Bae Menez Mikael e Normandi. Un neubeut deus outo a zo bet savet er stêrioù. Daoust ma vichent bet savet e mein-greun, kaset ha digaset int bet gant an houl a-dreuz an amzer. Dilec'hioù koredoù int toud. Ne ouezer ket re vad peseurt pesk a veze paket ganto, na pegement. Alies int bet savet harp ouzh ar reier. Unan hir a 120 metrad a zo e Landeda. War ar stêrioù, e stankont an hent d'ar zomoñ o tivroañ.
E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù 'zo a zo bet adkavet : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.
Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.
Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.
Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, Ré ha Noirmoutier. E hanternoz Bro-C'hall e veze savet koredoù e prenn hag ozilh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.