From Wikipedia, the free encyclopedia
Jord III pe George III, ganet George William Frederick (1738 - 1820), a oa Roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur adalek ar 25 a viz Here 1760 betek ma voe staget ouzh Rouantelezh Iwerzhon d'ar 1añ a viz Genver 1801. Diwar neuze e voe Roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon betek e varv e 1820. Ouzhpenn-se e oa Priñs-dilenner Hannover, en Impalaeriezh santel, ha goude Roue Hannover, adalek an 12 a viz Here 1814.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Breizh-Veur, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | George III |
Anv-bihan | George, William, Frederick |
Anv-familh | talvoud ebet |
Deiziad ganedigezh | 24 Mae 1738 |
Lec'h ganedigezh | Norfolk House |
Date of baptism | Gouere 1738 |
Deiziad ar marv | 29 Gen 1820 |
Lec'h ar marv | Kastell Windsor |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | kleñved |
Lec'h douaridigezh | St George's Chapel, Windsor |
Tad | Frederick |
Mamm | Augusta von Sachsen-Gotha |
Pried | Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, Hannah Lightfoot |
Familh | House of Hanover |
Paeron pe maeron | Fredrik Iañ Sveden, Frederick III, Duke of Saxe-Gotha-Altenburg, Sophie Dorothea Hannover |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, alamaneg |
Bet studier da | John Stuart, 3rd Earl of Bute |
Honorific prefix | Majesty, Royal Highness |
Floruit | 1760 |
Deroù ar prantad labour | 1760 |
Dibenn ar prantad labour | 1820 |
Statud sokial | royalty |
Relijion | Iliz anglikan, Luteriegezh |
Kleñved | talvoud dianav |
Kan broadel | God Save the King |
Ezel eus | Royal Society |
Perc'henn war | Venice: The Bacino di San Marco on Ascension Day, King George III Topographical Collection |
Prizioù resevet | Knight of the Garter |
Deskrivet dre | King George III (1738–1820), King George III (1738–1820), King George III (1738–1820), George III (1738-1820), King George III (1738–1820) |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum Paleis het Loo |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
E vuhez kement hag a ren, an hini brasañ betek e hini a voe lusket gant heuliadoù brezelioù lies war tachennoù Afrika, Amerika hag Azia. E-penn kentañ e ren, Ar Rouantelezh Unanet a drec'he rouantelezh bro C'hall e-pad Brezel Seizh Vloaz, o reiñ ar plas gentañ d'e rouantelezh evel rouantelezh europat war Norzh Amerika hag India. En desped d'an trec'h meur-se e voe kollet, gant an amzer o redek, trevadennoù Amerika e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. Brezelioù all a voe a-enep Bro C'hall reveulzier ha renad Napoleone Buonaparte betek trec'h Emgann Waterloo e 1815.
Ganet e voe d'ar 4 a viz Even 1738 e Londrez, e Norfolk House, e St James's Square. Mab-bihan e oa d'ar roue George II, ha mab henañ Frederick, Priñs Kembre hag Augusta von Sachsen-Gotha. Evel ma oa ganet daou viz a-raok mare ar gwilioud oas , ha ne voe ket gortozet da chom bev, e voe badezet en deiz-se gant Thomas Secker, a oa person St James's hag eskob Oxford.
Mont a reas da Anaon d'an 29 a viz Genver 1820.
Dimezet e oa da Charlotte von Mecklenburg-Strelitz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.