Brezel Seizh Vloaz

From Wikipedia, the free encyclopedia

Brezel Seizh Vloaz
Remove ads

Ar Brezel Seizh Vloaz zo ur brezel en a c'hoarvezas adalek 1756 betek 1763 e meur a rannved (Europa, Norzhamerika, India hag all), ha dre-se ez eo bet keñveriet ouzh ar Brezel-bed kentañ.

Fedoù berr-ha-berr Lec'h, Deiziad kregiñ ...
Remove ads

Ar re a gemeras perzh eo Rouantelezh Bro-C'hall, enebet ouzh Rouantelezh Breizh-Veur en un tu, Arc'hdugelezh Aostria ouzh Rouantelezh Prusia en tu all. Koulskoude, dre c'hoari an emglevioù etre ar Stadoù ez eo hogos holl Stadoù Europa hag o zrevadennoù a gemeras perzh er brezel. Gwelet e voe Spagn o harpañ Bro-C'hall, ha Rusia o harpañ Aostria. Lavaret e vez peurvuiañ e krogas ar brezel d'an 29 a viz Eost 1756, pa lammas Friedrich II, roue Prusia, war Briñselezh Sachsen, petra bennak ma oa kroget an emgannoù e trevadennoù Norzhamerika a-raok ober o reuz en Europa.

Kemmoù bras a voe e kempouez ar galloudoù en Europa da heul ar brezel. Savet e voe an Impalaeriezh saoz, an hini kreñvañ a-hed an XIXvet kantved, ma'z eas da get an trevadennoù gall bet savet er XVIIvet kantved en Indez ha Kanada, ha kreñvaet e voe pouez Prusia pa voe trec'h en emgann Rossbach war ar C'hallaoued, hag en emgann Leuthen war an Aostrianed e 1757.

Muioc'h a ditouroù Bellerien ar Brezel Seizh Vloaz ...
Remove ads

Istor

Brezel a voe adalek 1756 betek 1763, hag e meur a rannved, ken na vez lavaret e oa ar brezel-bed kentañ. C'hoarvezout a reas en Europa, Norzhamerika hag en Indez dreist-holl.

Er brezel bras a-raok e oa Brezel Hêrezh Aostria (17401748) etre Aostria a-unan gant Breizh-Veur en un tu, ha Prusia a oa aet a-unan gant Bro-C'hall. Met er brezel Seizh Vloaz e voe emglev etre Bro-C'hall hag Aostria en un tu, hag Aostria ha Breizh-Veur en tu all. Meur a vro all a gemeras perzh avat : Rusia a du gant Aostria, ha Spagn a-du gant Bro-C'hall.

Remove ads

Emgannoù bras

Muioc'h a ditouroù Emgann, Niver a soudarded saoz ha prusian ...
Muioc'h a ditouroù Emgann, Niver a soudarded vreizhveuriat ...
Muioc'h a ditouroù Emgann, Sipaied ha Breizhveuriz ...
Remove ads
Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads