From Wikipedia, the free encyclopedia
Faisal I bin al-Husain bin Ali al-Hachemi (arabeg : فيصل بن الحسين بن علي الهاشمي' Faiṣal bin al-Ḥusain bin ‘Alī al-Hāchamī), bet ganet d'an 20 a viz Mae 1885 e Mekka (Impalaeriezh otoman, Arabia Saoudat hiziv) hag aet da Anaon d'an 8 a viz Gwengolo 1933 e Bern (Suis), a voe roue Rouantelezh arab Siria e 1920 ha roue Iraq adalek an 23 a viz Eost 1921 betek e varv. Mab e oa da Husain bin Ali, anezhañ cherif meur Mekka, hag en devoa embannet bout roue an Arabed e miz Here 1916.
| |||
Ar roue Faisal Iañ Irak (c. 1920) | |||
Ganedigezh | 20 a viz Mae 1885 (5 Cha'aban 1302 AH) Mekka Impalaeriezh otoman | ||
Marv | 8 a viz Gwengolo 1933 (18 Djoumala al-Oula 1352 AH) Bern Suis | ||
Tierniezh | Hachemited | ||
Tad | Husain bin Ali | ||
Mamm | Abdiya bint Abdoullah | ||
Pried | Houzaima bint Nasser | ||
Bugale | Ghazi | ||
Relijion | Islam sunnit | ||
Roue Iraq | |||
Ren | 23 a viz Eost 1921 8 a viz Gwengolo 1933 | ||
Kentad | Dalc'h milourel | ||
Warlerc'hiad | Ghazi I | ||
Roue Siria | |||
Ren | 8 a viz Meurzh 1920 24 a viz Gouere 1920 | ||
Kentad | Dalc'h milourel | ||
Warlerc'hiad | Unpenniezh torret |
Faisal bin al-Husain a vroudas ar vuzulmaned sunnit hag ar re chiit d'en em unaniñ evit staliañ eur Stad arab dizalc'h diouzh an Impalaeriezh otoman, enni Iraq, Siria hag ar peurrest eus ar Greskenn strujus (hiziv : Egipt, Iran ar c'hornôg, Israel, Jordania, Kiprenez, Liban ha Turkia ar Gevred).
E-pad e ren e strivas da envel en e velestradur tud eus pep poblad ha pep feiz, hogen en ur glask krouiñ ur vroadelouriezh arab e rankas lezel lod strolladoù relijiel a-gostez, pa ne oa ket Arabed anezho.
Trede mab Husain bin Ali, cherif Mekka, e oa Faisal bin al-Husain. E Kergustentin, kêr-benn an Impalaeriezh otoman hag Istanbul hiziv, e voe desavet.
E 1913, d'an oad a 28 vloaz, e voe dilennet da gannad kêr Jeddah e parlamant an Impalaeriezh. Bloaz war-lec'h e tarzhas ar Brezel-bed kentañ (1914-1918).
Bloaz goude, war e hent a Vekka da Gergustentin, e weladennas Damask e Siria evit un eil gwech ; eno, d'ar 23 a viz Mae 1915, e voe fiziet ennañ Protokol Damask, ur skrid bet aozet gant ar c'hevreoù kuzh Al-Fatat ("Kevre ar Yaouankiz arab", ur strollad broadelour) hag Al-Ahd ("Kevre an Engouestl", renet gant ofiserien arab al lu otoman) ma tisklêrient e savjent a-du gant tad Faisal en e stourm ouzh an Impalaeriezh gant ma vije kinniget ar protokol d'ar Rouantelezh-Unanet (R-U) evit sevel ur Stad arab dizalc'h diwar an holl diriadoù otoman a zo er Su d'ar 37vet ledred Norzh — dindan Turkia neuze, gant ar Mor Kreizdouar da vevenn er C'hornôg hag Iran er Reter.
D'an 23 a viz Here 1916, nepell diouzh Medina en Arabia Saoudat, e kejas Faisal ouzh an ofiser kelaouaer breizhveuriat Thomas Edward Lawrence hag a oa o klask un den barrek da ren an nerzhioù hachemit evit sevel ur Stad arab dizalc'h goude ar Brezel-bed ha dismantr an Impalaeriezh otoman. Faisal neuze a renas Lu an Norzh adalek 1916 betek 1918 enep an Otomaned war an tiriad a droas diwezhatoc'h da Siria, Jordania hag Arabia Saoudat ar C'hornôg.
Pa felle da Faisal sevel un impalaeriezh evitañ e-unan ha n'eo ket aloubiñ unan evit e dad e klaskas kavout un emglev gant an Otomaned e 1917 : dindan o beli e vije-eñ e penn proviñsoù otoman Siria ha Mosoul (en Iraq hiziv). E miz Kerzu ez eas e darempred gant ar jeneral otoman Djemal Pacha (1872-1922) hag e kinnigas treiñ a-du gant an Impalaeriezh gant ma vije gwalc'het e c'hoant da ren, rak dipitet bras e oa bet gant an Emglev Sykes-Picot[1] hag e felle dezhañ neuze labourat gant muzulmaned hepken. An dra nemetañ a viras outañ a zistreiñ diouzh e dad eo e nac'has an Otomaned e eilkevratiñ evit ren war ul lodenn eus o Impalaeriezh ; kompren a reas Faisal neuze ne glaske ar galloud kreiz nemet rannañ ha diskar an nerzhioù hachemit. E miz Mezheven, kevredet gant e vreur henañ Ali, roue an Hejaz (Arabia Saoudat ar C'hornôg, war aod ar Mor Ruz) hag an emir Abdallah Treuzjordania e lakaas seziz war Vedina.
A-c'houde Unternehmen Michael, un argadenn veur alaman er Somme d'ar 21 a viz Meurzh 1918 enep Bro-C'hall hag an R-U hag a seblante kemenn drouklamm ar Gevredidi, e tistroas Faisal da welout Djemal Pacha da c'houlenn ar peoc'h — gant ma vije lakaet e penn Siria ; pa grede d'ar jeneral e vije trec'het ar Gevredidi e nac'has kinnig an emir hachemit. Hemañ, droug ennañ, a genlabouras gant ar Gevredidi evit kemer Damask e miz Here 1918 hag e kendalc'has da stourm ouzh an Otomaned e Medina, a gemeras d'an 10 a viz Genver 1919 goude ur seziz a dregont mizvezh.
Perzh a gemeras Faisal e gouarnamant nevez Damask, unan arab, hag a voe staliet goude an trec'h.
D'ar 4 a viz Genver 1919 e sinas an emir Faisal ha prezidant Aozadur Sionour ar Bed (ASB), an doktor Chaim Weizmann (1874-1952), un emglev a-zivout ar c'henlabour etre an Arabed hag ar Yuzevien diazezet war disklêriadur ar politiker breizhveurat Arthur Balfour (1848-1930), ministr an Aferioù estren : en ul lizher deiziadet 2 a viz Du 1917 da Lord Rothschild, prezidant ar gumuniezh yuzev en R-U, e tisklêrie ar ministr e save a-du gant staliadur ur Stad yuzev e Palestina, a oa e dalc'h an Otomaned ha nebeut a Yuzevien enni :
His Majesty's government view with favour the establishment in Palestine of a national home for the Jewish people, and will use their best endeavours to facilitate the achievement of this object, it being clearly understood that nothing shall be done which may prejudice the civil and religious rights of existing non-Jewish communities in Palestine, or the rights and political status enjoyed by Jews in any other country.
"Gouarnamant He Meurdez zo savet a-du gant staliadur un annezadeg vroadel evit ar bobl yuzev e Palestina, hag e seizh gwellañ a raio evit tizhout ar pal-se, en ur embann fraezh ha sklaer eo berzet kement ober hag a c'hellfe noazhout da wirioù keodedel ha relijiel ar c'humuniezhoù nann-yuzev a zo e Palestina dija, pe d'ar gwirioù hag an dere politikel piaouet gant Yuzevien e forzh pe bro all."
Krediñ a rae da Faisal e vije pounneroc'h levezon ar sioniourien war politikerezh an R-U eget raktresoù Bro-C'hall a-zivout Siria, hogen biskoazh ne voe ASB evit interestoù Paris ; ouzhpenn, ne gavas an emir nemet skor klouar e-touez ar pennadurezhioù arab evit ur Stad yuzev e Palestina, ha pa vije dindan pennaoutrouniezh skañv an Arabed. Da get ez eas ar c'henlabour e dibenn ar bloavezhioù 1920.
E miz Genver 1919 bepred e voe Faisal ibn al-Husain e penn dileuriadur an Arabed e Kuzuliadeg ar Peoc'h e Versailles, ma voe ar Gevredidi o kevraouiñ ar feurioù-englev etrezo hag an Impalaeriezh otoman faezhet ; eno edo David LLoyd George, ministr kentañ an R-U, Vittorio Orlando, hini Italia, Georges Clemenceau, hini Bro-C'hall, ha Woodrow Wilson, prezidant SUA.
A-c'houde kemeridigezh Damask gant Breizhveuriz hag an Arabed e 1918 e sikouras Faisal da sevel ur gouarnamant arab, dindan gwarez ar Rouantelezh-Unanet, evit merañ an tiriad anvet Siria Veur : Iraq, Jordania, Koweit, Liban, Palestina ha Siria.
Petra bennak ma c'houlennas Faisal bout e penn an tiriad-se ne voe grataet dezhañ nemet un tamm, a voe anvet Rouantelezh Arab Siria ; kement-se abalamour ma oa savet Breizhveuriz hag ar C'hallaoued enep Siria Veur adalek penn-kentañ ar c'hendivizoù ; ne anzavjont ket ar rouantelezh nevez, p'o devoa sinet an Emglev Sykes-Picot dre guzh tri bloaz kentoc'h. D'an 8 a viz Meurzh 1920 e voe lakaet Faisal da roue evelato. Displijet e voe da lod Arabed, pa oa bet feal an Hachemited d'an Otomaned e-pad kantvedoù[2], hogen a-du gant ur Stad renet gant Faisal e savas broadelourien Al-Fatat hag Al-Ahd.
Mennet an tamm anezho da ziskar ar rouantelezh arab e savas Breizhveuriz hag ar C'hallaoued o mouezhioù e Kuzuliadeg Sanremo (Italia) e miz Ebrel 1920, ma voe dasparzhet leuriadurioù Kevredigezh ar Broadoù er Reter-Nesañ. Sevel enepto a reas Faisal ibn al-Husain hag e heulierien d'o zro. Goude mizvezhioù a zistabilded ha dislavaroù ar C'hallaoued e kasas ar jeneral Henri Gouraud (1867-1946) un ultimatom d'ar roue : en em zaskor pe stourm. En em zaskor a reas ar roue Faisal, pa ne felle ket dezhañ e c'houzañvje e bobl ur brezel hir enep ar C'hallaoued. E vinistr an Difenn avat a gavas gwell kas ur armeadig da glask herzel aloubadeg an enebourien. Fuzuilhoù an Arabed ne voent ket evit kanolierezh ar C'hallaoued, faezhet e voe an armeadig en Emgann Maisalun e Siria ar Gwalarn d'ar 14 a viz Gouere, ha d'ar 24 a viz Gouere e voe sezizet ha kemeret Damask gant nerzhioù Gouraud. Dilezel e garg a reas ar roue, forbannet e voe, ha kerkent e voe lakaet al Leuriadur gall e Siria ha Liban e pleustr. Antronoz e voe staliet an Arab Alaa al-Din al-Darubi e penn ur bimboched a c'houarnamant ; e miz Eost ez eas Faisal ibn al-Husain d'ar Rouantelezh-Unanet da chom ; e miz Gwengolo, diwar urzhioù Paris, ar jeneral Gouraud a rannas an tiriad e meur a Stad vihan aesoc'h da vestroniañ.
Bloaz rik goude e voe kinniget da Faisal ibn al-Husain kurunenn Iraq dindan Leuriadur an R-U.
E 1920 bepred e savas ar bobl e Leuriadur Iraq ; kantadoù a soudarded vreizhveuriat a voe gloazet pe lazhet, ha mouezhioù a savas e London evit ma vije torret al leuriadur. Pa oa tomm T. E. Lawrence ouzh Hachemited an Hejaz e klaskas pouezañ war gouarnamant an R-U evit difenn mennadoù Faisal ibn al-Husain a-c'houde trec'h ar C'hallaoued e Damask. E miz Du ez erruas breur Faisal ha kantadoù eus e zalc'hidi e Ma'an (Jordania), ma 'z embannjont e oant mennet da sailhañ war Leuriadur Bro-C'hall e Siria ha Liban ha da adlakaat Faisal da roue eno. Fiziet e voe e Winston Churchill, anezhañ ministr an Trevadennoù er Reter-Nesañ, kavout un diskoulm d'an distabilded en Iraq en ur zoujañ da c'hoantoù an Hachemited ; Thomas E.Lawrence a voe anvet d'e guzulier.
E-pad div sizhun e miz Meurzh 1921 e voe dalc'het Kuzuliadeg Kaero en Egipt, a vodas an holl bennadurezhioù milourel ha trevourel breizhveuriat hag a rene war Palestina (Treuzjordania enni ivez) ha Mesopotamia, daou ezel arab eus Leuriadur Mesopotamia en o zouez ; "Daou-ugent Laer" (Forty Thieves) a reas W. Churchill eus perzhidi ar Guzuliadeg[3]. En diwezh ha diwar atiz T. E. Lawrence e tivizas an R-U lakaat Faisal ibn al-Husain da roue Iraq. Ur gudenn a savas avat, pa ne oa nemet un dornad tud en Irak a gement a ouie piv e oa Faisal : ret e voe dezhañ, gant harp an diplomatez Gertrude Bell (1868-1926), gounit brud ha skor e pobloù ar rouantelezh nevez.
D'an 23 a viz Eost 1921 e voe tronet evit ren war Iraq ar Gevred, da lavarout eo proviñsoù otoman kozh Baghdad, Basra ha Mosoul.
E-pad e ren e vroudas ar vroadelouriezh arab, mennet ma oa da astenn e rouantelezh diwezhatoc'h war Leuriadur an R-U e Palestina ha Leuriadur Bro-C'hall e Siria ha Liban, petra bennak ma oa muzulmaned sunnit eveltañ an darn vihanañ hepken eus annezidi Iraq ; er rouantelezh vrasaet e vijent bet an darn vuiañ, hag ar vuzulmaned chiit — Arabed ha Kurded Iraq — a droje da vinorelezh. Daoust dezhañ bout habask ouzh pep feiz vuzulman, ouzh ar Yuzevien hag ouzh ar Gurded e voe tamallet dezhañ e vroadelouriezh arab abalamour ma tisranne ar Gurded diouzh ar peurrest eus ar bobl.
Faisal Iañ Iraq a vroudas ivez tud Siria da zont da Iraq da gavout kargoù er melestradur, gant ar soñj gwellaat an darempredoù etre an div vro. Diorren a reas ar reizhiad kelenn gant kelennerien deuet eus Siria ivez, ar pezh a imoras ar bobl pa voe skrivet ganto en dornlevrioù istor e oa maread an Omeyaded — sunnited anezho — « Oadvezh Aour » an Arabed ; ret e voe d'ar roue tennañ al levrioù-se eus ar skolioù e 1927.
Savet e voe an hentoù etrebroadel Baghdad–Damask ha Baghdad–Amman. Dre ma oa eoul-maen kostez Mosoul e voe studiet staliañ un eoulsan evit tizhout ar Mor Kreizdouar ha diorren armerzh ar rouantelezh.
Strivañ a reas ar roue da sevel Lu Iraq, hogen nac'het e voe e vennozh da lakaat e pleustr ur c'hoñje soudard.
E-pad an Emsavadeg Veur e Siria (1925-1927), pa glaskas alawited, chiited, Druzed, kristenien ha sunnited diskar Leuriadur Bro-C'hall e Siria ha Liban, e voe klouar emzalc'h ar roue Faisal e-keñver an dispac'herien, rak kerkent ha deroù al lusk e oa aet ar C'hallaoued e darempred gantañ da glask kuzul a-zivout aferioù ar vro-se, hag o aliet en devoa da staliañ ur rener hachemit e Siria. Touellet e voe Faisal ganto avat : friket e voe an emsavadeg gant al lu gall, ne voe mui anv a lakaat Siria dindan beli an Hachemited. Meur a vroadelour sirian, a-hend-all, ne felle ket dezho bout renet gant Baghdad.
Pa voe kabaduilhoù e Jeruzalem e 1929 etre an Arabed hag ar Yuzevien e savas Faisal a-du gant an Arabed hag e klaskas pouezañ war an R-U evit ma vije kavet un diskoulm hag a roje galloud d'an Arabed war ar Yuzevien e Palestina. Disklêriadenn Balfour a zeuas war an tabier : roue Iraq, feal d'ar pezh en devoa sinet e 1919, a gadarnaas e oa a-du evit ma teuje Yuzevien ar bed da glask repu da Balestina, hogen biken ne asantje da grouidigezh ur Stad Yuzev eno ; an diskoulm a ginnigas da Vreizhveuriz eo e vije grataet he dizalc'h da Balestina kent he c'hevrediñ gant Treuzjordania m'edo e vreur an emir Abdallah o ren abaoe 1921, pa oa hemañ ivez prest da zegemer repuidi yuzev. A-du e sajve Palestiniz gant kement-se gant ma tilezje ar sionourien o mennad da staliañ o Stad er vro. Pelloc'h e selle Faisal avat, pa oa e soñj astenn ar c'hevread da Iraq, Liban ha Siria dindan e ren, petra bennak ma ouie e oa re abred evit en ober.
Er bloaz 1930 e voe sinet ur feur-emglev a genlabour gant an R-U ha rouantelezh Irak, a-c'houde kavadenn eoul-maen er vro. Kentskrid an emglev a lakae dizalc'h Iraq da ziwezh al Leuriadur e 1932, ha goude emezeladur ar rouantelezh e Kevredigezh ar Broadoù hag anvadur he leunc'halloudeien[4]. Pal gwirion an emglev-se avat e oa reiñ d'an R-U gourbrientoù milourel ha kenwerzhel en Iraq goude an dizalc'h. Gouez da W. Churchill e c'hellje Breizhveuriz derc'hel bonoù aerlu ha kaout gwir da zilec'hiañ rejimantoù forzh pegoulz « en amzer divrezel », ha da implijout an aerborzhioù, an hentoù, ar porzhioù, hag ar stêrioù « en amzer vrezel »[5]. En daoust d'an dizalc'h politikel da zont e sparle ar feur-emglev-se an hent d'ar Stad Arab ec'hon hag a oa mennad Faisal ibn al-Husain, dre ma tisranne Leuriadur an R-U en Iraq diouzh hini Bro-C'hall e Siria ha Liban. Ar vroadelourien arab avat a savas a-du gant ar skrid, pa welent ennañ gwellaennoù evit Palestina ha Siria. Turkia a savas enep raktresoù Faisal, pa oa aesoc'h dezhi plediñ gant div Stad arab wan eget gant ur mell hini greñv ; Egipt ivez a enebas, p'en em wele evel rener gwirion ar bed arabek.
E 1932 eta e voe echu gant Leuriadur ar Rouantelezh-Unanet en Iraq ; d'an 3 a viz Here ez emezelas ar rouantelezh e Kevredigezh ar Broadoù hag e voe dizalc'h Iraq da vat.
E miz Gouere 1933 ez eas Faisal Iañ Iraq da London evit gervel evezh ar pennadurezhioù a-zivout stad an Arabed e Palestina : a-c'houde donedigezh an nazied en Alamagn e oa kresket an niver a Yuzevien eus 17% eus ar boblañs e 1931 betek 34% e 1933, tra ma oa galloud politikel hag armerzhel an Arabed o wanaat ; goulenn a reas ma vije lakaet harz d'an niver a repuidi yuzev ha d'o frenadennoù gladel.
E miz Eost 1933 e voe taget an Asirianed, ur boblad kristen, en Iraq an Norzh, gant Lu ar rouantelezh kaset gant ar jeneral Bakr Sidqi ; 63 c'hêriadenn a voe preizhet ha kantadoù a dud a voe lazhet. An R-U a gasas un enseller da Iraq en ur c'hourc'hemenn da Faisal chom e Baghdad da gastizañ ateberien al lazhadeg, ha kristen pe vuzulman e vijent ; degemeret e voe an enseller gant ar roue e Baghdad, hogen reizhet e oa bet an afer kent an ensellout.
D'an 8 a viz Gwengolo 1933 e varvas Faisal I(an) Iraq e Bern, d'an oad a 48 vloaz, diwar ul lamm-kalon hervez an danevell ofisiel. E vab nemetañ, Ghazi, a bignas war an tron.
Koulskoude, ar vezeien suis a embannas fraezh e oa yac'h ar roue pa oa erruet ; e glañvdiourez prevez a lavaras he devoa kavet azonoù eus ur pistriadur diwar arsenik, ha hervez izili eus endro nesañ ar roue en devoa gouzañvet hemañ diwar boan-gof (a vez degaset gant arsenik) ha neket diwar boan-vruched (lamm-kalon). Daoust d'ar c c'horfskejadur a voe graet kent ar balzamegañ, den ne oar resis penaos e varvas Faisal ibn al-Husain.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.