Enez-Null
From Wikipedia, the free encyclopedia
Enez-Null a reer eus al lec'h e gorre an Douar a zo zero derez e hedred ha zero derez e ledred (0°, 0°), eleze al lec'h ma kej hedredenn Greenwich ouzh ar c'heheder[1].
En dourioù etrebroadel er Meurvor Atlantel emañ, e Pleg-mor Ginea, ur 600 km bennak diouzh aodoù Afrika[1] ; Accra e Ghana eo ar porzh tostañ en norzh, ha São Tomé e São Tomé ha Príncipe er reter.
Ur boue meteo anvet Soul Buoy zo el lec'h 0°, 0° evit merkañ al lec'h resis hervez ar sistem geodezek WGS 84, a vez arveret gant ar GPS[2]
Dre fent e oa bet dibabet an anv Null Island
evel pa vije bet un enezenn el lec'h-se ; evit ar gartennourion e servij an anv-se da lec'hiañ an daveennoù douaroniel 0°,0° pa vezont lakaet dre fazi en un diaz ditouroù. Ur gorread 1 m² zo bet deroet d'al lec'h, evit ma ne zeufe war wel war kartenn ebet[3].
En Norzh emañ an douar tostañ, un enezennig wirion e dourioù Ghana, 570 km diouzh Enez-Null[4]. War-dro 2 300 m eo donder ar meurvor edan ar boue[5].