![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/thumb/f/fc/Al_ledenno%25C3%25B9.png/640px-Al_ledenno%25C3%25B9.png&w=640&q=50)
Ledred
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al ledred, pe ledenn, a zo un dalvoudegezh kognel eus lec'hiadur Norzh-Su ur poent war an Douar pe ur blanedenn all, en Norzh pe er Su d'ar C'heheder.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/br/thumb/f/fc/Al_ledenno%C3%B9.png/320px-Al_ledenno%C3%B9.png)
Muzuliet e vez kogn al ledred eus 0° er C'heheder betek 90° e pep penn-ahel, e derezioù, munutennoù hag eilennoù, heuliet gant ar roud N war-du pennahel an Norzh pe S war-du pennahel ar Su — arabat eo arouezhiañ ar Su gant al lizherenn K, a zo Kornôg pa gomzer eus hedredoù.
Da skouer : 47° 13′ 05″ N eo ledred Naoned ; war-dro an hevelep ledred, 47°, emañ Kebek er C'hornôg, Budapest hag Ulaanbaatar er Reter.