Elenore (kanaouenn)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Elenore a zo ur ganaouenn saoznek, savet ton ha son gant an arzour stadunanat Howard Kaylan (1947-) evit ar strollad pop rock The Turtles a oa-eñ kaner anezhañ d'ar c'houlz.
En abeg d'ar c'henemglev a rene buhez al laz-seniñ e voe lakaet war gont e izili all ivez : John Barbata (1945-), Al Nichol (1946-), Jim Pons (1943-) ha Mark Volman (1947-).
Anaoudegezh a reas The Turtles gant ar vrud pa voe embannet e 1965 o doare eus It Ain't Me Babe, ur ganaouenn gant Bob Dylan. Embannet She'd Rather Be with Me ha, dreist-holl, Happy Together e miz Ebrel 1967 gant White Whale Records e reas berzh ar sonennoù-mañ gant The Turtles, daoust ha na oant ket bet krouet gant ar strollad e-unan[1]. Ma talc'has an ti-embann pladennoù war The Turtles evit ma vije savet kanaouennoù heñvel all gante, ar pezh ne oa ket d'o grad tamm ebet dre ma felle dezhe ober o zreuz o-unan ha liesseurtaat o rollad-kanaouennoù.
Setu ma tivizas Kaylan sevel ul luadenn diwar Happy Together oc'h ober gant ton boutin ar c'houlz ha pozioù dister-mat evit ober goap ouzh White Whale. Dont a reas e-maez Elenore e miz Gwengolo 1968 e tu A[2] ur bladennig daou ditl ha berzh a reas koulskoude (renket e voe da gentañ e Zeland-Nevez peurgetket). 2:31 he fad ez eo lod ivez eus The Turtles Present the Battle of the Bands, pevarvet albom studio The Turtles embannet e miz Du 1968.