Stadoù-Unanet Amerika
bro eus Norzhamerika / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America, teskanv: SUA, saozneg: USA, stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet, (the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar riez c'halloudusañ er bed. 331 milion a annezidi a oa e 2020, trede poblañs vrasañ ar bed.
- Evit implijoù all, gwelet Stadoù Unanet.
United States of America Stadoù-Unanet Amerika | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel | |||||
The Star-Spangled Banner "Ar banniel steredek" | |||||
Sturienn | |||||
Ofisiel : "In God We Trust" "E Doue e fiziomp" Hengounel : "E Pluribus Unum" "Diwar lies, unan" | |||||
Melestradur | |||||
Kêr-benn | Washington D.C. 38° 53' 42" N 77° 02' 12" W | ||||
Kêr vrasañ | New York City 40° 39' 51" N 73° 56' 19" W | ||||
Yezhoù ofisiel | Hini ebet[1]. | ||||
Yezh vroadel | Saozneg (de facto)[2] | ||||
Gouarnamant | Republik kevreadel | ||||
Prezidant : | Joe Biden (Strollad Demokratel) | ||||
Korf-lezenniñ Kambre izelañ • Kambr uhelañ | Kongres ar Stadoù-Unanet Kambr an Dilennidi Sened | ||||
Dizalc'hiezh • Disklêriet • Anzavet • Bonreizh e pleustr | Rouantelezh-Unanet 4 a viz Gouere 1776 3 a viz Gwengolo 1783 21 a viz Even 1788 | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread (renk) • Hollek • Dour (%) | 9 833 517 km² (4re)[3] 6,76 | ||||
Poblañs (renk) (2019, brasjedet) | 328 239 523 (3de) | ||||
Stankter | 33,48 ann. /km² | ||||
Armerzh | |||||
Moneiz | dollar SUA (US$) | ||||
PDG (2017) • Hollek (renk) • Dre zen (renk) | US$ 19,49 x 1012 (2) US$ 59 800 (19) | ||||
Feur kreskiñ gwirion | 2,2 % (2017) (145vet) | ||||
Titouroù all | |||||
Gwerzhid-eur | UTC -5 da -10 • Hañv : UTC -4 da -10 | ||||
Kod ISO 3166 | US | ||||
Pellgomz | +1 | ||||
Kod Internet | .us .gov .mil .edu | ||||
Internet | www.usa.gov | ||||
Andon : (en) CIA - The World Factbook (07 KZU 2018) | |||||
Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci. Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ. Washington D.C. eo he c'hêr-benn, war an aod Reter.
Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York, kêr vrasañ ar vro. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broioù a felle dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel. Hiziv e vez graet 37% eus dispignoù milourel ar bed gant ar SUA, hae e chom al lu stadunanat an hini galloudusañ er bed.
Ekonomiezh kentañ ar bed o deus ar Stadoù-Unanet, a-drugarez da gennadoù al labour-douar, ar greanterezh hag ar servijoù. An US dollar, ar moneiz stadunanat, eo arouez o galloud ekonomikel. E-touez ar re wellañ int ivez war dachenn an imbourc'h skiantel hag an neveziñ teknologel.
Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi, en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved). Ar sevenadur ar muiañ skignet er bed eo an hini amerikan.