From Wikipedia, the free encyclopedia
Un diktatour zo un den e penn ur Stad, o ren anezhi en e unan pe hogozik, en ur mod aotrouniek. Torgammet e vez gwirioù mab-den gantañ. An diktatouriezh a vez graet eus seurt renad politikel.
Ar ger dictator - « an hini hag a gomz » hervez ar gerdarzh - a veze implijet e Henroma pa veze ur reizhaouriezh dreist-ordinal, ma veze roet ar galloud a-bezh d'un den e-unan e-pad ur prantad.
Evit ar renerien-bro eus ar maread a-vremañ (adalek marevezh ar gouloù betek bremañ) e vez implijet ar ger-se evit ober anv eus ar pezh vefe bet un tirant gwechall e-pad amzer ar roueed hag an impalaerien (Loeiz XIV a Vro-C'hall da skouer).
Dre vras e vez lavaret eo rener ur vro un diktatour pa vez gantañ ar galloud a-bezh, implijet en ur mod aotrouniek-tre. Kalz diktatourien a gemer penn o bro goude ur poutch (en Amerika Latin da skouer) pe goude ur brezel diabarzh (Francisco Franco e Bro-Spagn da skouer). Lod all memestra a zo bet dilennet en-demokratel, hag en em lakaet diktatourien goude (Adolf Hitler da skouer).
E-penn rejimoù hollveliour an XXvet kantved (Alamagn nazi, URSS...) zo bet diktatourien a-leizh.
Plijout a ra d'an diktatourien reiñ ul lesanv sklokus dezho o-unan, evel impalaer, roue, komandour, tad, levier pe c'hoazh "ar rener meur". Lesanvet Fürher e oa Hitler, il duce Mussolini, "al levier meur" Mao Zedong, el caudillo Franco ha diktatourien spagnolek all. Tri lesanv a oa gant Jozef Djougachvili : "tad bihan ar pobloù", "ar sturier" hag "ar gwaz dir" (Stalin e rusianeg).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.