From Wikipedia, the free encyclopedia
Danvez-tarzh a reer eus kement danvez a c'hall digejañ en un taol, da lavaret eo tarzhañ. Em drehentañ a ra an digejadenn, gant ur c'hementad bras pe vrasoc'h a wrez, a c'haz hag a c'houloù ; ur wagenn a wask anvet stroñswagenn a c'hall c'hoarvezout ivez diwar an tarzh. Danvezioù uhel ar c'hementad a c'hremm enno eo an danvezioù-tarzh eta, ha n'eo an darzhadenn nemet an doare da dizhout ul live gremmel izeloc'h dre stummañ danvezioù stabil.
Bet ijinet gant Sinaiz war-dro an IXvet kantved[1] e-kerzh ren an Dierniezh Tang (618-907) e voe ar poultr-tarzh an danvez-tarzh galloudus nemetañ a implijed er C'hornôg betek an XIXvet kantved.
E 1846 ez ijinas an Alaman Christian Friedrich Schönbein (1799-1868) an nitrokeluloz, diazez ar poultr gwenn (stumm kentañ ar poultr divoged), a voe ar c'hentañ danvez-tarzh danzeel[Y 1] galloudusoc'h eget ar poultr du. E 1848 e tizoloas an Italian Ascanio Sobrero (1812-1888) an nitroglikerin hag e 1867 e lakaas ar Svedad Alfred Nobel (1833-1896) breved war an dinamit.
Tremen 50 doare danvezioù-tarzh a voe arveret e-pad an Eil brezel-bed, betek an arm nukleel e 1945. Danvezioù-tarzh kimiek nevez a zo bet ijinet, evel C-4 ha trinitrotoluen. Dre ma c'haller prenañ muioc'h-muiañ a genderc'hadoù kimiek ez eus muioc'h-mui a zanvezioù-tarzh artizanel ivez.
Daou zoare danvezioù-tarzh kimiek zo :
E gwreznerzhoniezh ez eo entalpiezh H un danvez e c'hremm diabarzh U mui liesad e wask p dre e ec'honenn V :
.
An engalloud-tarzhañ eo an diforc'h muzuliet etre entalpiezh-stummañ an danvez-tarzh, da lavaret eo an danvez distabil, ha hini kenderc'hadoù an tarzh, da lavaret eo an danvezioù stabil. Dre o engalloud-tarzhañ e vez diforc'het neuze etre an danvezioù-tarzh izelvarr hag ar re uhelvarr.
Dre un entanadenn e tarzhont : un danvez o teviñ a beg tan er gwiskad danvez tostañ, ha dre reüsted ar wrez en em drehent an darzhadenn d'un tizh digemm etre un nebeud dekimetradoù betek un nebeud metradoù dre eilenn, gorrekoc'h bepred eget tizh ar son en aer.
Entanadennoù eo an tanioù a anavezomp, eus ar flammennoù naturel betek re ar tanioù-gwall. C'hoarvezhout a ra ivez pa vez tostaet ur flammenn pe ur fulenn da zever ur fornigell : entanet e vez ar meskaj gaz hag aer, ha kenderc'hel a ra an entanadenn keit ha ma vez aer ha gaz. Un entanadenn eo eta, em drehent gant un tizh difemm en tu kontrol da red ar gaz.
N'eus dañjer ebet en entanadennoù keit ha ma chom bihan ar c'hementad a c'haz ; mar kresk ar c'hementad-se pe mar lakaer danvezioù ouzhpenn e kemm kenaoz an danvez-tarzh, a c'hall treiñ da zanvez-tarzh uhelvarr.
Taranadenn a reer eus digejadenn trumm un danvez-tarzh uhelvarr, em drehent dre ur stroñswagenn a dreuz an danvez d'un tizh ken bras ha miliadoù a vetradoù dre eilenn.
Diwar ur c'hresk trumm er gwask hag en tolzder ec'honel, kevret gant un digresk ken trumm all e tizh ar gazoù, e c'hoarvez ar stroñswagenn.
Dañjerus eo ober war-dro danvezioù-tarzh e pep keñver, setu e ranker anavezout pizh o ferzhioù fizikel kent klask o sevel pe o implijout evit abeg pe abeg. Setu amañ o ferzhioù pennañ.
Aes pe ziaes eo lakaat un danvez-tarzh da darzhañ, hervez e natur ha kreñvder ar broud a zo rekis evit ma tarzhfe.
Tri doare broud a zo anavezet, pep hini anezho o kemer perzh en tarzh war liveoù disheñvel hervez an danvez-tarzh, lod o vezañ efedusoc'h eget lod all. Arnodennoù a vez kaset evit termeniñ kizidigezh danvez pe zanvez ouzh ar stok, an tarav hag ar wrez.
Pouezus-bras eo gouzout kizidigezh un danvez-tarzh kent e arverañ : mar menner fardañ ur boled da dreuziñ un hobregon e rank e gizidigezh bezañ izel, anez e tarzho pa stokoù ouzh ar blakenn dir hep he zreuziñ.
Rediet e vez an danvez da darzhañ, muzuliet e vez an nerzh a zo bet rekis, ha notennet eo etre 1 betek 10 war skeul Sellier Bellot eus ar garg wanañ d'ar garg kreñvañ. Taranell a reer eus an ardivink a farder evit ma tougfe ar garg rekis da lakaat danvez pe zanvez da darzhañ. Taranelloù niv. 8 eo a zo rekis evit en darn vuiañ eus an danvezioù-tarzh a zo e gwerzh.
Muzuliet e vez tizh drehentadur an tarzh e diabarzh tolz an danvez, a zo etre 1800 ha 8000 m/s en danvezioù-tarzh a vez implijet er mengleuzioù.
Perzh un danvez a c'hall bezañ miret hep tarzhañ. Meur a barenn[Y 2] zo er perzh-se.
Barregezh un danvez-tarzh da ober labour eo e c'halloud. Muzuliet e vez dre veur ag arnodenn, an darn vrasañ anezho o tennañ d'an implij a venner ober gant an danvez. An div arnodenn gentañ avat a reer gant hogozik an holl zanvezhioù-tarzh.
An daou rummad izelvarr hag uhelvarr a zo bet meneget amañ a-us.
1 • An danvezioù-tarzh a zo kizidik-kenañ ouzh ar stok, an tarav, ar wrez, an tredansavoniezh hag ar skinoù tredanwarellek[Y 6]. Ez-pleustrek e lakaer er rummad 1 kement danvez a c'haller lakaat da darzhañ gant un taol morzhol. Lod danvezioù zo ken kizidik ma ne c'haller ket embreger hep na darzhfent, setu ez eo ret o mirout er glebor evit o grignoliñ hag o zreuzdougen.
En taranelloù ez implijer danverzhioù-tarzh kentael, evit deluskañ kargadoù brasoc'h a zanvezioù-tarzh eus an eil rummad — e boledoù an armoù, da skouer. An nitroglikerin zo un danvez-tarzh kentael.
2 • Rummad an TNT, da lavaret eo danvezioù-tarzh a zo digizidikoc'h eget re ar rummad 1 ; muioc'h a c'hremm zo ezhomm evit o digejañ, setu ez eo aesoc'h o grignoliñ hag o embreger. Arveret e vez an danvezioù-tarzh eilvedel a-gementadoù brasoc'h war muioc'h a dachennoù.
3 • Ken digizidik ouzh ar stok eo danvezhioù-tarzh tredeat ma ranker o digejañ dre unan kentael heuliet gant unan eilvedel, anvet liskementer. Er sevel (pe ziskar) tiez e vezont implijet, hag er mengleuzioù bras. ANFO (ammonium nitrate/fuel oil e saozneg) zo un danvez-tarzh tredeat.
Alies e vez an danvezioù-tarzh renket dre ar stumm a roer dezho pa vezont kenderc'het ha/pe implijet[3].
Evit abegoù surentez al labourerien ha stourm ouzh ar sponterezh e ranker bezañ stummet kent embreger danvezioù-tarzh, ha doujañ da reolennoù ar vro m'en greer : rekis eo bezañ testeniet hag aotreet evit prenañ, treuzdougen hag implijout danvezioù-tarzh.
Berzet eo fardañ danvezioù-tarzh en Europa hag en darn vuiañ eus ar broioù all. Ne c'haller o frenañ nemet digant kenderc'herien aotreet na c'hallont lakaat e gwerzh nemet danvezioù a zo bet aotreet ez-ofisiel.
Diarvar pe dost eo an danvezioù-tarzh a vez lakaet e gwerzh, gant ma vo doujet da reolennoù ar surentez p'o zreuzdouger ha p'o implijer ; anez-se e c'hall lies doare gwallzarvoudoù c'hoarvezout. Setu amañ un nebeud anezho :
Merkit e c'hall kement-se gloazañ pe lazhañ tud estreget an embregerien.
E Breizh ivez e talvez ar reolennoù bet embannet gant ar Stad c'hall.
• Décret n° 81-972 du 21 octobre 1981 relatif au marquage, à l'acquisition, à la livraison, à la détention, au transport et à l'emploi des produits explosifs Liamm oberiant 01/10/2012
• Code pénal - Article 322-11-1 Liamm oberiant 01/10/2012
• Code de la Défense - Article L2352-1 Liamm oberiant 01/10/2012
• Loi n° 2004-204 du 9 mars 2004 portant adaptation de la justice aux évolutions de la criminalité Liamm oberiant 01/10/2012
An holloueziadur Wikipedia Brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.